Lakaat a rit Breizh en a-raok en ho kehentiñ ? Karout a rafec’h diskwel ho karantez ouzh Breizh ?
An diskoulm : marilhañ un anv domani e .bzh evit kas ur sinal sklaer ha kreñv dre ho lec’hienn internet hag ho chomlec’hioù postel.
Displegañ a reomp deoc’h en tutorial nevez-se penaos mirout aes hoc’h anv e .bzh.
Marilh an astenn .bzh eo hor c’hevredigezh ha ne werzh ket anvioù domani war-eeun. Labourat a reomp gant ur rouedad enni ouzhpenn 28 burev marilhañ a reer registraroù pe eilgwerzherien anezho ivez.
Ho kendivizerien a vo ar burevioù marilhañ-se evit prenañ hoc’h anv domani. Gellout a rit kavout ar roll klok anezho koulz hag ar priz hag ar servijoù a ginnigont war hol lec’hienn : https://www.pik.bzh/acheter-votre-bzh/prix-point-bzh/
Roll ar prizioù publik
Gellout a ra ar servijoù kemmañ kalz eus un eil burev marilhañ d’egile : an niver a chomlec’hioù postel a c’helloc’h krouiñ, ar varregezh herberc’hiañ evit ho posteloù hag ho lec’hienn internet, an adheñchadennoù chomlec’hioù postel ha web a c’helloc’h ober.
Erfin, gouezit e vez marilhet un anv domani e-pad 1 ha 10 vloaz.
Marilhañ ur .bzh digant ur burev marilhañ
Evit aesaat deoc’h an difraeoù marilhañ e tisplegomp deoc’h, en tutorialoù amañ dindan, penaos marilhañ hoc’h anv e .bzh digant daou vurev marilhañ a zo servijoù postelerezh en o c’hinnig diazez : Gandi hag OVH.