Dibab ar .bzh zo bezañ aveet gant ur benveg e servij :
- ho strategiezh web,
- diorren ho tiriad, ho servijoù, hoc’h abadennoù,…
- ho kwelusted, dre berzh doareoù nevezet da reiñ anvioù ha dre berzh ar roll web.bzh
- ho surentez, dre berzh hor benveg nevezus ha digoust Secure.bzh hag ar reoliañ graet gant hor c’hevredigezh.
Penaos mirout hoc’h anv e .bzh ?
Evit mirout un anv domani evit ho strollegezh, setu un nebeud pazennoù da vont ganto :
1 – Dibab ur pourchaser
Ar gevredigezh ne werzh ket an anvioù domani war-eeun, goulenn a ra digant ur rouedad 29 eilgwerzher. Kavit roll klok hon eilgwerzherien koulz hag ar servijoù kinniget gant pep hini anezho. amañ.
2 – Marilhañ hoc’h anv domani
Ur wech dibabet an eilgwerzher, marilhit hoc’h anv domani e anv ar strollegezh.
Gwarezet eo an holl anvioù strollegezhioù gant hor c’hevredigezh evel « anvioù miret ». Ne c’hell ket anv domani ho strollegezh bezañ marilhet gant un tredeour neuze, anez kaout hoc’h asant en a-raok. Hag evit muioc’h a surentez eo gwarezet an termenoù enno an anvioù domani gant hag hep tired, gant hag hep barrennig, e galleg hag e brezhoneg.
O vezañ m’eo gwarezet anv ho strollegezh dre ziouer e vo goulennet ganeoc’h reiñ peragoù ho marilhadur pa brenoc’h hoc’h anv domani evit ma c’hellfemp dereiñ an termen deoc’h goude bezañ gwiriet hoc’h identelezh. Sevel ar gwarez a c’hell goulenn un nebeud devezhioù ouzhpenn.
Ma tibabit mont da gaout ur pourchaser diavaez, taolit evezh ne lakfe ket hemañ e anv evel piaouer an anv domani. Evit a sell ouzh ar gwir eo a bouez, evit gwir, e chomfec’h perc’henn warnañ.
3 – Gweredekait hoc’h anv domani
Ur wech prenet hoc’h anv domani e vo kinniget meur a zibab deoc’h :
- Adheñchañ hoc’h anv domani war-du ul lec’hienn a zo anezhi hag ober gantañ evel chomlec’h pennañ. Na dermit ket da adlec’hiañ ho lec’hienn e .fr (pe .com) war-du ur .bzh. Amañ kavit hor Sturlevr Adlec’hiañ evit ambroug ac’hanoc’h er bazenn-mañ.
- Ober gantañ skor ho chomlec’hioù postel (da skouer : darempred@mazi-kêr.bzh). Bezit dinec’h, gellout a reoc’h, evel-just, kenderc’hel da gaout ar posteloù kaset d’ho chomlec’hioù kozh dre adheñchañ anezho war-du ho chomlec’hioù nevez.
- Ma n’ho pez lec’hienn internet ebet, poentit hoc’h anv domani war ho pajenn Facebook pe war ho pajenn savet a-ratozh war lec’hienn ho DPKE.
Ha goude ?
Ur benveg kehentiñ dispar eo ar .bzh evit ho kumun. Na dermit ket da skignañ hoc’h identelezh niverel nevez war ho skoroù a bep seurt davet ho melestridi hag ho kevelerien :
- War ho lec’hienn web deoc’h hoc’h-unan.
- E sinadurioù ho posteloù
- War ho skoroù paper
- Davet ar mediaoù
Tennit splet eus ar cheñchamant chomlec’h web-se evit reiñ lañs d’un taol kehentiñ hag a zegas soñj eus ho kwriziennañ ouzh an tiriad !