sibersurentez bzh secure

Evezhiek eo ar gevredigezh .bzh ouzh an dalc’hoù sibersurentez ha kinnig a ra evit mann, d’an holl biaouerien un anv domani e .bzh, ur stignad kemenn e servij o brud hag o surentez elektronek. Anvet eo Secure.bzh. Arsellet a ra ar gwiad bemdez ha disklêriañ a ra da biaouer un anv domani, d’ar gevredigezh .bzh ha d’ar burev marilhañ an drougimplijoù diskoachet gantañ. Gweredekaet emgefreek e vo hoc’h enskrivadur e BZH Secure pa vo marilhet hoc’h anv domani e .bzh evit gwarantiñ ho sibersurentez

Ober a ra ar servij BZH Secure gant teir savenn arbennikaet evit dinoiñ an drougimplijoù ha gwarantiñ sibersurentez an anvioù e .bzh : Spamhaus, SUBRL ha Google safe browsing. Bemdez e laka keñver-ha-keñver an anvioù domani e .bzh savet gant an tri diaz disklêriañ drougimplijoù-se. Emgefreek ha diouzhtu e kas ur c’hemenn da biaouerien un anv domani en ur resisaat an doare drougimplij diskoachet hag anv ar savenn he deus anavezet an drougimplij-se.

Meur a seurt drougimplij a vez diskoachet gant Secure.bzh :

1 – Ar pesketa (pe phishing, pe filouterezh)

Dre an teknik-mañ e c’hell tud drouk en em lakaat da gevredadoù bras pe da aozadurioù arc’hant anavezet o kas posteloù flodus evit klask laerezh identelezhioù, dastum gerioù-tremen pe niverennoù kartennoù-kred ha distreiñ arc’hant neuze. Ar c’hemennadoù kaset, hogos heñvel ouzh ar re a zeu eus melestradurezhioù pe embregerezhioù, a ro fiziañs d’an implijerien internet hag o broudañ a reont da glikañ war ul liamm hag a gas etrezek ul lec’hienn a glot ouzh al lec’hienn orin bet sunet hag eiladet gant ar floderien peurvuiañ.

Ar skouerioù anavezetañ eo re adstummoù chomlec’hioù web bankoù zo. Alies-mat ivez e vez marilhet gant ar floderien anvioù domani enno anvioù merk evit gwerzhañ produioù dambrezet.

2 – Ar pharming (pe ampoezoniñ an DNS)

Savet eo bet an termen pharming diwar ar gerioù saoznek « phishing » ha « farming » (korvoiñ). Klasket e vez tizhout meur a implijer war un dro. Ar gourdrouz stlenneg-se, a reer ampoezoniñ DNS (DNS poisoning) anezhañ ivez, a vez adheñchet an implijerien gantañ war-du ul lec’hienn web faos hep gouzout dare dezho.

Kemmañ ar chomlec’hioù IP (192.168.1.1) e chomlec’hioù http (www.ma_banque.fr) a c’hell bezañ graet dre ar servijerioù DNS. Ar c’hemmañ-se a vez taget gant ar pharming e daou zoare, pe dre staliañ ur virus pe un trojan hag a gemm restr “hosts” an urzhiataer, pe dre ampoezoniñ war-eeun ar servijer DNS. Talvezout a ra al lec’hiennoù web faos da staliañ virusoù ha trojanoù war urzhiataerioù an implijerien neuze pe implijet e vezont evit dastum titouroù personel hag arc’hant gant ar pal treuzpiaouañ an identelezh.

3 – Ar meziant drouk (pe malware pe unwanted software)

Malware a zo un termen saoznek hag a dalvez kement ha meziant noazus, drouk. Diorroet e vez ar programmoù-se gant ar pal kontammiñ ur reizhiad stlennegel ha noazout dezhi. Ober a reont oberiadennoù dre-guzh ouzh an implijerien ha lakaat a reont en arvar ar reizhiadoù stlennegel.

Meziantoù drouk zo, a vez graet Unwanted softwares anezho ivez gant ar savenn Google Safe Browsing, n’int ket ken tagus, evel barrennoù ostilhoù zo hag a zielfenn ar merdeiñ evit kinnig liammoù war-du lec’hiennoù hag a c’hellfe dedennañ an implijerien. Un nebeud skouerioù a veziantoù drouk :

  • virusoù, trojanoù, preñved (worms), drekdor…hag a dizh ar reizhiad war-eeun.
  • meziantoù spier (pe spywares) hag a zastum roadennoù prevez,
  • meziantoù bruderezh (pe adwares) hag a zigor dibred-kaer prenestroù bruderezh a vez gorrekaet kalz ar merdeiñ ganto,
  • spieroù klavier (pe keyloggers) hag a enroll ar skriverezañ evit tapout gerioù-tremen.

4 – Ar botnet

Ar ger botnet eo ar berradur saoznek eus ar gerioù « robot » ha « rouedad » (network). Ur rouedad urzhiataerioù kontammet gant un trojan, ur preñv pe ur virus eo. Anavezet eo an urzhiataerioù-se dre an anv ardivinkoù zombi rak mestroniet e vezont dre-guzh ouzh o implijerien gant ur sibertorfeder evit noazout dezho. Urzhiataerioù implijerien a c’hellont bezañ, pe servijerioù embregerezhioù.

E darempred e vez an ardivinkoù-se an eil re gant ar re all ha gellout a reont kas un c’hementad bras a rekedoù war-du reizhiad stlennegel ar reuzied gant ar pal he mestroniañ pe lakaat ur servij da vezañ e-maez implij. Anavezet eo an dagadenn diwezhañ-mañ dindan an anv tagadenn dinac’h servij.

Gellout a ra ar botnet bezañ implijet evit kas a-yoc’h posteloù n’int ket goulennet (spam) Hiziv an deiz e teufe ul lodenn eus ar spamoù er bed eus urzhiataerioù tiegezh arvaret (zombiekaet) neuze.

5 – Ar posteloù strobus (pe spamoù)

Kement post elektronek n’eo ket bet goulennet gant ar resever zo ur postel strobus (pe spam). Alies e vez kaset an doare postel-se war un dro d’un niver divent a chomlec’hioù elektronek. Ar produioù brudetañ eo ar servijoù pornografek, ar brokañ er yalc’h, al louzoù, ar c’hredadoù arc’hant, ha kement zo.

6 – Al listennoù du (pe abuse butler, blacklists)

Int a zo listennoù a-ziforc’h kenstrollet gant SURBL hag a niver an tizhoù graet d’ar sibersurentez.

 

Evezhiek oc’h ouzh sibersurentez hoc’h anv domani ? Mirit ho .bzh !