Goulennoù savet an aliesañ

Emañ hor skipailh o selaou acʼhanocʼh .

arrow 3 Kas a ra war-du ar bajenn “prenañ ur .BZH”

Evit mirout un anv domani e.bzh e rankit tostaat ouzh ur gwerzher kretaet. Rak ne werzh ket ar gevredigezh www.bzh «.bzh » war-eeun.
Sellit ouzh an tutoriell video arrow 4

arrow 3 Piv a c’hell marilhañ ur .bzh ?

Graet eo ar .bzh evit kement hinienn pe tudelezh a fell dezhi diskouez he cʼharantez ouzh Breizh.
Gouzout hiroc’h arrow 4

arrow 3 Penaos krouiñ ur voest postel e .bzh?

Evit kaout ur postel e.bzh e ranker prenañ un anv domani. Un anv evel ma-entreprise.bzh a roio an tu deoc’h da grouiñ ur chomlec’h postel anv-bihan@anv.bzh. Gallout a rit ivez koumanantiñ war-eeun d’hor servij postel.bzha ginnig chomlecʼhioù e.bzh.
Sellit ouzh an tutoriell video arrow 4

arrow 3 Penaos cheñch ma lec’hienn internet e .bzh?

Respont a ra ar sturlevr skrivet gant Olivier Andrieu, arbennigour gall war an daveiñ, d’ar goulenn eeun ha strategel war un dro.
Pellgargit ar sturlevr arrow 5

Foar ar goulennoù- FAG

Respont a ra hor rubrikenn Skoazell-Foar ar goulennoù (FAG) dʼar goulennoù pennañ a savit evit marilhañ hocʼh anv domani e .bzh.

Petra eo ar .bzh ?

Ar .bzh eo an astenn internet rannvroel kentañ e Frañs. E bal a zo talvoudekaat war ar web Breizh koulz hag he holl obererien hag o obererezhioù. Diskwelet e vez ar .bzh e dibenn chomlec’h al lec’hiennoù internet hag e chomlec’hioù postel neuze. Kevatal breizhat ur .fr pe ur .com eo.
Evit ober gant an astenn .bzh evit ho lecʼhienn web hag ho chomlecʼh postel ez eo ret deoc’h neuze marilhañ un anv domani hag a vo diazez hocʼh identelezh war internet.

Penaos prenañ ma anv domani e .bzh ?
Evit mirout un anv domani e .bzh e rankit tostaat ouzh ur burev marilhañ enkredekaet gant an ICANN. Evit gwir ne vez ket gwerzhet anvioù domani e « .bzh » war-eeun gant ar gevredigezh www.bzh : skoulmet he deus emglevioù kenwerzhañ gant eilgwerzherien enkredekaet gant an ICANN, ar burevioù marilhañ.
Hizivaet e vez ingal roll ar burevioù war hol lec’hienn internet, er rubrikenn « Prenañ ho .bzh » : https://www.pik.bzh/br-fr/prenan-ur-bzh/ . Gellout a ra ar burevioù marilhañ-se kinnig servijoù kevelet (herberc’hiañ lec’hiennoù web, chomlec’hioù postel,…).
Resisait hocʼh ezhommoù (herberc’hiañ, postelerezh,…) a-raok dibab ar burev marilhañ a responto ar gwellañ d’ar pezh a c’hortozit.
Penaos gouzout ha ma anv a zo hegerz e .bzh ?

Gellout a rit gwiriañ hegerzded hoc’h anv domani e .bzh dre implijout hol lusker enklask a zo war hor pajenn degemer https://www.pik.bzh/br-fr/
Gouzout a reocʼh war-eeun neuze hag an anv klasket a zo hegerz, marilhet c’hoazh pe gwarezet ganeomp marteze (anvioù kumunioù, anvioù generek,…).

Gellout a reer marilhañ nʼeus forzh peseurt anv domani e .bzh ?

Ya, gant ma vo hegerz an anv domani-se. Padal ez eus bet lakaet bevennoù ha nemedennoù zo gant an ICANN : anvioù bro, aozadurioù etrebroadel, … ʼAr gevredigezh, evit he cʼhelo, ar warez anvioù domani zo (anvioù kêrioù, micherioù reolennet, …). Dleout a ra an anv domani e .bzh doujañ d’ar reoladoù ereadurezh termenet gant an ICANN ha gant ar Marilh ha ne c’hell ket mont en tu all da 63 arouezenn. Degemeret e vez ar sifroù, al lizherennoù hag ar barrennigoù, koulz hag an holl arouezennoù implijet e brezhoneg, nemet an arouezennoù gant tiredoù ha reoù arbennik. Ne cʼheller ket lakaat ur varrennig e penn kentañ nag e dibenn an anv domani (anvioù kumunioù, anvioù generek, …)

Piv a cʼhell marilhañ ur .bzh ?

Graet eo ar .bzh evit kement hinienn pe tudelezh a fell dezhi diskouez he cʼharantez ouzh Breizh.
Gellout a ra ar garantez-mañ talvezout kement hag ul lecʼh diazezañ. Un embregerezh pe ur gevredigezh a zo dezhañ pe dezhi ur chomlecʼh-post en unan eus pemp departamant Breizh (22, 29, 35, 44, 56) a cʼhell marilhañ emgefre ur .bzh.
Dizanvezel a cʼhell bezañ ar garantez-mañ ivez. Gellout a ra un den prevez, un embregerezh, ur gevredigezh, ha nʼemañ ket o chom e Breizh met c’hoant gantañ pe ganti diskouez e/he atapi ouzh Breizh, ouzh he sevenadur pe ouzh he yezhoù, marilhañ ur .bzh.
Da skouer : un ti-krampouezh e Tokyo, ur gevredigezh Vretoned diazezet e New York,…

Gellout a ra un den prevez marilhañ ur .bzh ?

Ya. Gellout a ra un den prevez marilhañ ur .bzh evit krouiñ ur chomlecʼh postel personelaet e doare anv-bihan@anv.bzh pe reiñ ur chomlecʼh gant livioù Breizh d’e vlog. Evel piaouerien all ur .bzh (kevredigezh, embregerezh,…) e rank kaout ur chomlecʼh-post e Breizh pe krouiñ ul lecʼhienn liammet gant Breizh, he sevenadur pe he yezhoù.

Perak dibab un anv domani e .bzh ?

Tri abeg pennañ a zo :
1) Tennit gounid eus ur cʼhehentiñ nes : diskwelit splann ho perzhourelezh hag ho liamm gant Breizh.
2) Dibabit un astenn internet sur ha suraet : unan eus ar surañ er bed eo an astenn .bzh. Hor stignad BZH Secure a gemenn da biaouerien ur .bzh an drougimplijoù diskoachet gantañ.
3) Bevezit dre ur rouedad nes : kit da gaout un oberer diazezet e Kemper. Meret eo ar .bzh gant ur gevredigezh hep pal arc’hantus.

Pegement e koust un anv domani e .bzh ?

Gwerzhañ a ra ar gevredigezh pep anv domani d’ar burevioù marilhañ d’ar priz 35 € PTM (e-maez priz dibar o ren) e-pad bloaz.
Heñvel eo ar priz 35 € PTM evit krouiñ pe kenderchel un anv domani. Lakaat a ra ar burevioù marilhañ o priz gwerzhañ dezho o-unan diouzh o cʼhoant. Gellout a ra priz gwerzhañ ur .bzh kemmañ diouzh ar servijoù a ginnigont (herberc’hiañ, merañ ar chomlec’hioù postel,…). Hegerz eo roll ar prizioù roet d’an dud dre glikañ war al liamm : https://www.pik.bzh/br-fr/prenan-ur-bzh/roll-ar-priziou/

Penaos dibab un anv domani evit ma aozadur (embregerezh, kevredigezh, ...) ?

Ha cʼhwi un aozadur e aliomp ac’hanoc’h dibab un anv domani heñvel ouzh hini hoc’h anvadur sokial. Da skouer, ma vez “Ma Embregerezh” anv hocʼh embregerezh e aliomp ac’hanoc’h mirout “maembregerezh.bzh”. Evit muioc’h a surentez e aliomp ac’hanocʼh ivez mirout “ma-embregerezh.bzh” hag adheñchañ ar chomlec’h-mañ war-du ar chomlec’h kentañ. Tennit gounid a-hend-all eus an anvioù berr e .bzh : gellout a rit kavout ivez anvioù domani 2 pe 3 arouezenn enno, hag a zo hegerz c’hoazh !
M’ho pez ezhomm kaout un ali bennak diwar-benn dibab pe surentez hoc’h anv domani na dermit ket da vont e darempred enlinenn ganeomp pe da bellgomz deomp d’an 02 98 59 93 26.

Perak e vez gwarezet an anvioù kumunioù ?

Evit abegoù surentez ha kempoellded e vez gwarezet an anvioù kumunioù ha miret anezho evit ar strollegezhioù pe an dredeourien aotreet ganto. Ma skrivit anv ur strollegezh hag ur .bzh dʼe heul e veocʼh kaset a-dra-sur d’al lecʼhienn ofisiel.
Dleout a ra ar strollegezhioù tostaat ouzh ur burev marilhañ enkredekaet ha reiñ prouennoù a lakao, goude gwiriañ, an anv domani da vezañ disparlet evito.
Muiocʼh a zisplegadennoù war hor pajenn graet a-ratozh.

Perak eo sparlet anvioù generek zo ?

Ne lakaomp ket e gwerzh anvioù generek a zo dezho un dalvoudegezh ouzhpennet kreñv, hag a reer anvioù eus ar vegenn anezho ivez. Evit kaout an anvioù generek-se e rankit tremen dre ur burev marilhañ enkredekaet en ur resisaat o implij da zont. Kas a raio ar burevioù marilhañ enkredekaet ho koulenn deomp evit ma sellimp outañ.
Dereiñ ha lakaat priz gwerzh an anvioù-se a zo diouzh diviz ar gevredigezh.

Petra eo un anv domani eus ar vegenn ?

Un anv domani eus ar vegenn zo un termen dezhañ un dalvoudegezh ouzhpennet kreñv. Sellet a ra ingal ouzh an anvioù generek pe an anvioù domani berr-tre. Lakaat a reer an anvioù domani eus ar vegenn er cʼhenwerzh d’ur priz uhelocʼh eget hini an anvioù domani ordin. Hiziv an deiz ne ginnig ket Pik BZH anvioù domani eus ar vegenn. Ma fell deocʼh kaout titouroù ouzhpenn na dermit ket da vont e darempred ganeomp.

Peseut anvioù domani a zo sparlet dre ret gant an ICANN ?

Gourlakaat a ra an ICANN d’ar burevioù marilhañ sparlañ ar marilhadurioù da-heul pe mirout o implij evitañ e-unan :
– Ar skridennadoù EXAMPLE, WWW, RDDS, WHOIS, NIC.
– An anvioù miret evit an IANA, Internet Assigned Numbers Authority, a ver penntakad an DNS (https://www.iana.org/domains/reserved).
– An anvioù miret evit ar Poellgor olimpek etrebroadel, Luskad etrebroadel ar Groaz-Ruz hag ar Greskenn-Ruz, hag an aozadurioù etregouarnamantel (https://www.icann.org/sites/default/files/packages/reserved-names/ReservedNames.xml#red-cross2)
A-hend-all e c’hell pep burev marilhañ sparlañ ur roll anvioù diouzh e ziviz dezhañ e-unan. Da skouer eo bet gwarezet gant hor c’hevredigezh roll kumunioù Breizh evit ma ne c’hellfe ket an anvioù-se bezañ marilhet gant tredeourien.

Penaos e vez gwiriet an divizoù marilhañ ?

Kas a ra ar gevredigezh www.bzh kontrolloù ingal, a posteriori, war lecʼhiennoù internet hag a ra gant an astenn .bzh. Pa ne vez ket sevenet an divizoù rekis e ya ar gevredigezh e darempred gant piaouer an anv domani evit sklaeraat an traoù. Gellout a ra astaliñ lakaat enlinenn an anv domani diouzh disocʼhoù ar c’hontroll.

Petra eo ar Whois ?

Ar WHOIS (distaget who is e saozneg/”piv eo” e brezhoneg) zo ur servij enklask ma c’heller gantañ sellet ouzh titouroù marilhañ un anv domani pe ur chomlec’h IP ha gwiriañ hegerzded un anv domani.
Gantañ e cʼhellocʼh, da skouer, anavezout an deiziadoù marilhañ ha termen un anv domani, mont e darempred gant ar piaouer pe an eilgwerzher,…
Gant ar RHGR e cʼhell ar piaouer gwareziñ e roadennoù. Rak-se ne vo embannet nemet roadennoù ar biaouerien o deus disklêriet int tudelezhioù. Ma fell deocʼh mont e darempred gant perc’henn un anv domani e cʼhellit ober gant ar chomlecʼh postel roet gant an eilgwerzher.

Pep Marilh astennoù internet a ginnig e WHOIS. Hegerz eo hini ar .bzh er chomlecʼh : https://whois.nic.bzh/fr/.

Hegerz eo politikerezh Whois an ICANN er chomlecʼh https://whois.icann.org/

Petra eo politikerezh DNSSEC an astenn .bzh ?

DNSSEC eo gwreskanv Domain Name System Security Extensions. Aroueziñ a ra un hollad termenet a astennoù surentez evit ar protokol DNS.

Disklêriadurioù pleustroù DNSSEC (DPS) ar .bzh hag a zeskriv ar cʼhontrolloù hag an argerzhadurioù surentez kritikel evit stokañ dafar alc’hwez, diraez hag implijout an alc’hwezioù an-unan hag evit asantiñ en ur mod suraet da zafar alcʼhwez foran an disklêrierien a zo hegerz er chomlecʼh da-heul : https://www.pik.bzh/wp-content/uploads/2023/10/dps-english-bzh.pdf

Pelecʼh prenañ ur .bzh ?

Gellout a rit prenañ ho .bzh digant hor rouedad eilgwerzherien, ar burevioù marilhañ.

Karout a rafen dont da vezañ eilgwerzher ar .bzh. Penaos ober ?

Gant dercʼhel kont eus ar reolennoù lakaet da dalvezout evit an astennoù internet nevez, evel termenet gant an ICANN, ez eus daou amveziad ret evit dont da vezañ burev marilhañ ar .bzh :
1) Bezañ ur burev marilhañ enkredekaet gant an ICANN hag enframmañ e reizhiadoù marilhañ gant re ar .bzh evel ma ra hor cʼheveler teknikel (AFNIC)
2) Sinañ kevrat Marilh-Burev marilhañ ar .bzh.
Ar pakad enkredekaat evit dont da vezañ burev marilhañ (Registrar) ar .bzh a zo hegerz diwar goulenn dre hor furmskrid daremprediñ.

Piv eo ar burevioù marilhañ a ginnig ar .bzh ?

Ouzhpenn 30 eilgwerzher a labour gant ar gevredigezh www.bzh hiziv an deiz, er bed a-bezh. War-dro an hanter anezho a zo e Frañs.

Petra eo un eilgwerzher ?

Un eilgwerzher .bzh a c’hell bezañ ur burev marilhañ enkredekaet gant ar gevredigezh Pik BZH : https://www.pik.bzh/br-fr/prenan-ur-bzh/
Gellout a ra ivez an ajañsoù kehentiñ ha web kinnig deoc’h prenañ un anv domani e .bzh.

Perak ne cʼhellan ket prenañ ma .bzh war-eeun digant ar gevredigezh Pik BZH

Ken eeun ha tra n’eo ket aotreet ar gevredigezh Pik BZH lakaat er c’henwerzh anvioù domani, .bzh hag all, evel an holl Varilhoù all. Ur reolenn gant an ICANN eo. Evit prenañ hoc’h anv domani e rankit goulenn gant unan eus hon eilgwerzherien. https://www.pik.bzh/br-fr/prenan-ur-bzh/

Penaos kaout ar gretadenn ?

Evit kaout ar gretadenn ha gellout gwerzhañ anvioù domani e .bzh neuze ez eo ret bezañ enkredekaet gant an ICANN da gentañ penn (https://www.icann.org/resources/pages/accreditation-2012-02-25-fr).
Ur wech ho peus bet ar gretadenn-se na dermit ket da vont e darempred ganeomp. Kas a reomp deoc’h listenn an elfennoù ret evit enkredekaat ac’hanoc’h.

Petra eo ar servijoù profet gant hocʼh anv e .bzh ?

Meur a servij digoust a ginnigomp da biaouerien ur .bzh. Anavezit hor servijoù graet a-ratozh.

Petra eo roll al lecʼhiennoù web.bzh ?

Ar roll web.bzh zo ur servij digoust e servij piaouerien ul lec’hienn internet e .bzh. Gantañ e c’hellit bezañ gwelet gwelloc’h ha mont e darempred gant obererien ar rannvro o deus dibabet kehentiñ dre ar .bzh. Meret eo ar roll-mañ gant hor c’hevredigezh. Na dermit ket da vont e darempred ganeomp m’ho pez ezhomm skoazell evit sevel ho fichenn ginnig.

Penaos lakaat ma anv war ar roll web.bzh ?

Evit lakaat hoc’h anv war ar roll enlinenn web.bzh eo trawalc’h deoc’h ober ho koulenn eeun war ar bajenn enskrivañ-mañ. https://www.web.bzh/inscription/. Digoust eo an enskrivadur ha gwellaat a raio gwelusted ho lec’hienn e .bzh.

Penaos e ya en-dro ar servij Secure.bzh ?

Ur stignad kemenn eo Secure.bzh. Arsellet a ra ar gwiad bemdez ha kemenn a ra da biaouer un anv domani.bzh, d’ar gevredigezh .bzh ha d’ar burev marilhañ an drougimplijoù diskoachet gantañ. Gouzout muioc’h war ar bajenn-mañ : https://www.pik.bzh/br-fr/prenan-ur-bzh/sibersurentez-secure-bzh/

Ret eo paeañ evit kaout ar servij Secure.bzh ?

Kinniget eo ar stignad kemenn-mañ evit netra d’an holl biaouerien un anv domani e .bzh. Ma vez dinoet un drougimplij e veoc’h kemennet gant ar gevredigezh dre bostel ha dre bellgomz da c’houde. https://www.pik.bzh/br-fr/prenan-ur-bzh/sibersurentez-secure-bzh/

Penaos koumanantiñ da lizher-kelaouiñ ar .bzh ?

Koumanantit d’hol lizheroù-kelaouiñ dre leuniañ ar furmskrid a zo war ar bajenn https://www.pik.bzh/br-fr/lizher-kelaouin/

Penaos digoumanantiñ eus al lizher-kelaouiñ ?

Gellout a rit digoumanantiñ eus al lizher-kelaouiñ da n’eus forzh peseurt mare. Evit se, klikit war al liamm “Digoumanantiñ” merket e dibenn pep lizher-kelaouiñ.

Gellout a rit ivez reiñ deomp da c’houzout e c’houlennit digoumanantiñ o klokaat hor furmskrid daremprediñ : https://www.pik.bzh/br-fr/mont-e-darempred-ganeomp/

Penaos implijout ho .bzh ?

Ur wech marilhet hoc’h anv e .bzh e c’hellit implijout anezhañ evit ho lec’hienn pe ho chomlec’h postel.

Penaos krouiñ ur voest-posteloù e .bzh ?

Dleout a rit mont davet ur burev marilhañ. Evit gwir e vez kinniget gant an darn vuiañ eus hon eilgwerzherien, ouzhpenn prenañ un anv domani, krouiñ ur voest-posteloù. Evel-se ho po ur voest-posteloù e doare anv-bihan@anv.bzh hag ul lec’h stokañ war gemm diouzh ar bourchaserien.
Gellout a rit ivez mont davet hor servij postelerezh postel.bzh.

Penaos gwintañ ho lecʼhienn internet war-du ar .bzh ?

Evit respont d’ar goulenn strategel-se e kinnigomp deoc’h ur sturlevr skrivet gant Olivier Andrieu, arbennigour gall war ar menegeriñ.

Pellgargit ar sturlevr « Gwintañ ho lec’hienn internet war-du ar .bzh ».

Penaos dibab ma benveg postelerezh ?

Ma z’och perc’henn war hoc’h anv domani e .bzh ha m’ho peus krouet ur chomlec’h postel digant un eilgwerzher e c’hellit pe implijout postelerezh an eilgwerzher, pe implijout unan eus ar servijoù postelerezh stank a zo. Ar re anavezetañ eo ar re da-heul : Outlook, Mail Mac, Thunderbird, Windows Live Mail,…

An diskoulm all, ha c’hwi un den prevez ne fell ket dezhañ kaout e anv domani e-unan, e c’hellit dibab ar benveg diorroet gant ar gevredigezh Pik BZH : postel.bzh, ur benveg postelerezh suraet evit 2€ bep miz. Kavout a reoc’h muioc’h a ditouroù war ar bajenn-mañ : https://www.pik.bzh/br-fr/ho-postel-bzh/

Peseurt lecʼhienn internet krouiñ evit ma obererezh ?

Ma fell deoc’h gwerzhañ enlinenn e aliomp ac’hanoc’h krouiñ ul lec’hienn genwerzhel. Ma fell deoc’h kinnig hoc’h embregerezh pe ho kevredigezh ha tra ken e aliomp ac’hanoc’h krouiñ ul lec’hienn rakstal.
Gellout a rit hep termal mont e darempred gant unan eus hon ajañsoù web keveler : https://www.pik.bzh/br-fr/ajansou-web-keveler/ 

Penaos krouiñ aes ma lecʼhienn internet ?

Bez’ ez eus benvegoù ma c’helloc’h krouiñ ho lec’hienn internet hoc’h-unan ganto met goulenn a reont barregezhioù zo. An diskoulm da zibab da gentañ eo mont da gaout un den a vicher. Aliañ a reomp ac’hanoc’h mont e darempred gant ajañsoù web hor c’hlub ajañsoù keveler ar Pik BZH : https://www.pik.bzh/br-fr/ajansou-web-keveler/

Penaos freuzañ ma anv domani e .bzh ?

Evit freuzañ hoc’h anv domani e .bzh e rankit tostaat ouzh hoc’h eilgwerzher pe ober ar freuzañ diwar hoc’h egorenn arval. Kregiñ a raio ar freuzañ da dalvezout e dibenn hoc’h engouestl.

Adheñchañ ho .bzh war-du ho pajenn rouedad sokial

En ur virout reizhded un anv domani e .bzh evit a sell ouzh ho kehentiñ e c’hellit adheñchañ ho .bzh war-du ho pajenn rouedad sokial kentoc’h eget krouiñ ha merañ ul lec’hienn internet.

Penaos adheñchañ ma anv domani war-du ma fajenn Facebook ?

Dre adheñchañ hoc’h anv domani e c’hellit kehentiñ gant hoc’h anv domani hoc’h-unan (hag anv ho merk/produ pe servij neuze) hep kaout ul lec’hienn web graet a-ratozh evit kelo se. Gwall spletus ha pleustrek e vo an arc’hweladur-se ma vezit o paouez reiñ lañs d’hoc’h obererezh ha ma n’ho pez ket kavet amzer c’hoazh da grouiñ ho lec’hienn internet.
Kinniget e vez an dibarzh-se gant an darn vuiañ eus hon eilgwerzherien hag arventennet e vez diwar hoc’h egorenn arval peurvuiañ. Evit e lakaat war-sav e vo ret deoc’h bukañ hoc’h anv domani war-du URL ho pajenn Facebook.
Meur a zoare adheñchañ a zo :
Pad (Adheñchañ 301), an hini a erbedomp rak spletusoc’h e vo evit ho menegeriñ.
Berrbad (Adheñchañ 302) : Diwallit, ne vo ket dalc’het kont eus an adheñchañ-mañ gant al luskerioù enklask ha n’en do skog eeun ebet war ho menegeriñ neuze. Implijet e vez peurvuiañ pa vez adaozet ul lec’hienn internet.
Treuzwelus : diskwel a ra an adheñchañ-mañ ar chomlec’h adheñchañ. Gwelloc’h tremen heptañ rak gantañ ne c’heller ket gweredekaat ur SSL ha menegeret fall-tre eo.

Penaos adheñchañ ma anv domani war-du ma fajenn LinkedIn ?

Dre adheñchañ hoc’h anv domani e c’hellit kehentiñ gant hoc’h anv domani hoc’h-unan (hag anv ho merk/produ pe servij neuze) hep kaout ul lec’hienn web graet a-ratozh evit kelo se. Gwall spletus ha pleustrek e vo an arc’hweladur-se ma vezit o paouez reiñ lañs d’hoc’h obererezh ha ma n’ho pez ket kavet amzer c’hoazh da grouiñ ho lec’hienn internet.
Kinniget e vez an dibarzh-se gant an darn vuiañ eus hon eilgwerzherien hag arventennet e vez diwar hoc’h egorenn arval peurvuiañ. Evit e lakaat war-sav e vo ret deoc’h bukañ hoc’h anv domani war-du URL ho pajenn Linkedin.
Meur a zoare adheñchañ a zo :
Pad (Adheñchañ 301), an hini a erbedomp rak spletusoc’h e vo evit ho menegeriñ.
Berrbad (Adheñchañ 302) : Diwallit, ne vo ket dalc’het kont eus an adheñchañ-mañ gant al luskerioù enklask ha n’en do skog eeun ebet war ho menegeriñ neuze. Implijet e vez peurvuiañ pa vez adaozet ul lec’hienn internet.
Treuzwelus : diskwel a ra an adheñchañ-mañ ar chomlec’h adheñchañ. Gwelloc’h tremen heptañ rak gantañ ne c’heller ket gweredekaat ur SSL ha menegeret fall-tre eo.

Penaos adheñchañ ma anv domani war-du ma frofil TikTok ?

Dre adheñchañ hoc’h anv domani e c’hellit kehentiñ gant hoc’h anv domani hoc’h-unan (hag anv ho merk/produ pe servij neuze) hep kaout ul lec’hienn web graet a-ratozh evit kelo se. Gwall spletus ha pleustrek e vo an arc’hweladur-se ma vezit o paouez reiñ lañs d’hoc’h obererezh ha ma n’ho pez ket kavet amzer c’hoazh da grouiñ ho lec’hienn internet.
Kinniget e vez an dibarzh-se gant an darn vuiañ eus hon eilgwerzherien hag arventennet e vez diwar hoc’h egorenn arval peurvuiañ. Evit e lakaat war-sav e vo ret deoc’h bukañ hoc’h anv domani war-du URL ho pajenn TikTok.
Meur a zoare adheñchañ a zo :
Pad (Adheñchañ 301), an hini a erbedomp rak spletusoc’h e vo evit ho menegeriñ.
Berrbad (Adheñchañ 302) : Diwallit, ne vo ket dalc’het kont eus an adheñchañ-mañ gant al luskerioù enklask ha n’en do skog eeun ebet war ho menegeriñ neuze. Implijet e vez peurvuiañ pa vez adaozet ul lec’hienn internet.
Treuzwelus : diskwel a ra an adheñchañ-mañ ar chomlec’h adheñchañ. Gwelloc’h tremen heptañ rak gantañ ne c’heller ket gweredekaat ur SSL ha menegeret fall-tre eo.

Penaos adheñchañ ma anv domani war-du ma fajenn Pinterest ?

Dre adheñchañ hoc’h anv domani e c’hellit kehentiñ gant hoc’h anv domani hoc’h-unan (hag anv ho merk/produ pe servij neuze) hep kaout ul lec’hienn web graet a-ratozh evit kelo se. Gwall spletus ha pleustrek e vo an arc’hweladur-se ma vezit o paouez reiñ lañs d’hoc’h obererezh ha ma n’ho pez ket kavet amzer c’hoazh da grouiñ ho lec’hienn internet.
Kinniget e vez an dibarzh-se gant an darn vuiañ eus hon eilgwerzherien hag arventennet e vez diwar hoc’h egorenn arval peurvuiañ. Evit e lakaat war-sav e vo ret deoc’h bukañ hoc’h anv domani war-du URL ho pajenn Pinterest.
Meur a zoare adheñchañ a zo :
Pad (Adheñchañ 301), an hini a erbedomp rak spletusoc’h e vo evit ho menegeriñ.
Berrbad (Adheñchañ 302) : Diwallit, ne vo ket dalc’het kont eus an adheñchañ-mañ gant al luskerioù enklask ha n’en do skog eeun ebet war ho menegeriñ neuze. Implijet e vez peurvuiañ pa vez adaozet ul lec’hienn internet.
Treuzwelus : diskwel a ra an adheñchañ-mañ ar chomlec’h adheñchañ. Gwelloc’h tremen heptañ rak gantañ ne c’heller ket gweredekaat ur SSL ha menegeret fall-tre eo.

Penaos adheñchañ ma anv domani war-du ma frofil Twitter ?

Dre adheñchañ hoc’h anv domani e c’hellit kehentiñ gant hoc’h anv domani hoc’h-unan (hag anv ho merk/produ pe servij neuze) hep kaout ul lec’hienn web graet a-ratozh evit kelo se. Gwall spletus ha pleustrek e vo an arc’hweladur-se ma vezit o paouez reiñ lañs d’hoc’h obererezh ha ma n’ho pez ket kavet amzer c’hoazh da grouiñ ho lec’hienn internet.
Kinniget e vez an dibarzh-se gant an darn vuiañ eus hon eilgwerzherien hag arventennet e vez diwar hoc’h egorenn arval peurvuiañ. Evit e lakaat war-sav e vo ret deoc’h bukañ hoc’h anv domani war-du URL ho profil Twitter.
Meur a zoare adheñchañ a zo :
Pad (Adheñchañ 301), an hini a erbedomp rak spletusoc’h e vo evit ho menegeriñ.
Berrbad (Adheñchañ 302) : Diwallit, ne vo ket dalc’het kont eus an adheñchañ-mañ gant al luskerioù enklask ha n’en do skog eeun ebet war ho menegeriñ neuze. Implijet e vez peurvuiañ pa vez adaozet ul lec’hienn internet.
Treuzwelus : diskwel a ra an adheñchañ-mañ ar chomlec’h adheñchañ. Gwelloc’h tremen heptañ rak gantañ ne c’heller ket gweredekaat ur SSL ha menegeret fall-tre eo.

Penaos adheñchañ ma anv domani war-du ma fajenn Instagram ?

Dre adheñchañ hoc’h anv domani e c’hellit kehentiñ gant hoc’h anv domani hoc’h-unan (hag anv ho merk/produ pe servij neuze) hep kaout ul lec’hienn web graet a-ratozh evit kelo se. Gwall spletus ha pleustrek e vo an arc’hweladur-se ma vezit o paouez reiñ lañs d’hoc’h obererezh ha ma n’ho pez ket kavet amzer c’hoazh da grouiñ ho lec’hienn internet.
Kinniget e vez an dibarzh-se gant an darn vuiañ eus hon eilgwerzherien hag arventennet e vez diwar hoc’h egorenn arval peurvuiañ. Evit e lakaat war-sav e vo ret deoc’h bukañ hoc’h anv domani war-du URL ho pajenn Instagram.
Meur a zoare adheñchañ a zo :
Pad (Adheñchañ 301), an hini a erbedomp rak spletusoc’h e vo evit ho menegeriñ.
Berrbad (Adheñchañ 302) : Diwallit, ne vo ket dalc’het kont eus an adheñchañ-mañ gant al luskerioù enklask ha n’en do skog eeun ebet war ho menegeriñ neuze. Implijet e vez peurvuiañ pa vez adaozet ul lec’hienn internet.
Treuzwelus : diskwel a ra an adheñchañ-mañ ar chomlec’h adheñchañ. Gwelloc’h tremen heptañ rak gantañ ne c’heller ket gweredekaat ur SSL ha menegeret fall-tre eo.

Ekoreizhiad ar .bzh

Tiriad niverel gouestlet da Vreizh, perzh eo an astenn internet .bzh en un ekoreizhiad e par ar bed.

EcoSysteme

Petra eo an ICANN ?

Internet Corporation for Assigned Names and Numbers (ICANN – e brezhoneg, Kevredad evit dereiñ an anvioù domani hag an niverennoù war internet) zo un aotrouniezh reoliñ Internet. Ur c’hevredad a wir kalifornian hep pal arc’hantus eo, dezhañ da gefridioù pennañ merañ pourvezioù niverel Internet, evel ar chomlec’hiadur IP hag an anvioù domani, ha kenurzhiañ an obererien deknikel.

Gwarantiñ a ra an ICANN un Internet bedel sur, stabil hag unvan.

An ICANN en doa roet lañs da brogramm an astennoù internet nevez e 2012 evit kinnig un dibab brasoc’h d’ar vevezerien ha kas war-raok ar c’hevezañ hag an neveziñ. Gant ar gevredigezh Pik BZH e vez meret, dre zileuriadur an ICANN, an astenn internet .bzh https://www.icann.org/fr.

Petra eo ur GeoTLD ?

GeoTld eo ar berradur eus geographic top-level domain. Un astenn internet douaroniel eo, hag a ra dave d’un tiriad (kêr, rannvro,…), ouzhpenn an astennoù bro (.fr, .de, .es).

Dileuriet eo an astennoù douaroniel a bep seurt a zo dre ar bed gant ar GeoTLd Group, kevredigezh etrebroadel hep pal arc’hantus. Hegerz eo roll an 70 astenn GeoTld er chomlec’h-mañ : https://geotld.group/geotld/

Petra eo ur Marilh ?

Ur Marilh anvioù domani zo ur framm (kevredigezh, kevredad, …) karget da verañ an diaz roadennoù a stroll anvioù domani dre astenn (.fr, .bzh, .com, .alsace, ….). Termeniñ a ra ar Marilh, en e bolitikerezh marilhañ pe e garta envel, an divizoù dereiñ an anvioù domani.

Kemmañ a ra ar reolennoù-se eus un eil astenn d’egile. Setu, da skouer, politikerezh marilhañ ar .bzh : https://www.pik.bzh/br-fr/prenan-ur-bzh/divizou-marilhan/

Petra eo ur burev marilhañ ?

Ober a ra ar burevioù marilhañ war-dro gwerzhañ marilhadurioù anvioù domani.
Int a zo aozadurioù enkredekaet gant an ICANN ha testeniet gant hor c’hevredigezh. Endalc’het int da blegañ da ziferadurioù ar gevrat enkredekaat skoulmet gant an ICANN ha d’an emglevioù kevraouet gant hor c’hevredigezh. Mont a ra o servijoù eus gwerzhañ anvioù domani, betek krouiñ lec’hiennoù internet pe herberc’hiañ roadennoù, koulz ha gwareziñ merkoù war internet.
Hiziv an deiz e kenlabour ar gevredigezh www.bzh gant ouzhpenn 30 eilgwerzher strewet war ar bed a-bezh. Ouzhpenn un drederenn anezho a zo diazezet e Frañs.
Roll klok ar burevioù marilhañ enkredekaet evit ar .bzh a zo hegerz er chomlec’h-mañ : https://www.pik.bzh/br-fr/roll-ar-bureviou-marilhan-enkredekaet/

Petra eo an DNS ?

Kehentiñ a ra an urzhiataerioù etrezo dre niverennoù a reer chomlec’hioù IP anezho. Treiñ a ra ar reizhiad DNS (Domain Name System) ar chomlec’hioù IP-se e anvioù domani a c’hell bezañ lennet hag eñvoret gant an holl (ds. chomlec’h IP pik.bzh da reiñ evel skouer).

Petra eo ur piaouer anv domani ?

Ur piaouer anv domani eo an den prevez pe an tudelezh en deus miret an anv domani-se hag a zo perc’henn warnañ.

Petra eo un astenn internet ?

Astenn internet ul lec’hienn zo ur « c’hod » ma c’heller gantañ anavezout ul lec’hienn. Generek a c’hell bezañ ar c’hod-se (.com, .org, .net), pe broadel (.fr evit Frañs, .es evit Spagn, .de evit Alamagn, …). Evit ledanaat an doareoù da reiñ anvioù domani ez eus bet krouet astennoù nevez diwar skouer an astenn .cat evit ar gumuniezh katalanek pe ar .bzh evit Breizh.
Kavout a reer an astennoù internet war chomlec’hioù al lec’hiennoù internet (ds : www.pik.bzh) koulz ha war ar chomlec’hioù postel (ds : anv-bihan.anv@postel.bzh).

Petra eo un anv domani ?

Ur chomlec’h internet pe anv domani a zo kevatal d’ho chomlec’h-post war internet. Drezañ e vo kavet ho lec’hienn internet war ar web gant ho tarempredoù hag hoc’h arvalien. Hollret e vo deoc’h kaout un anv domani neuze pa vo krouet ho lec’hienn internet pe personelaet ho chomlec’h postel. An anv domani a zo ouzh e ober ur chadenn arouezennoù (anv den, merk pe kenstrollad gerioù-alc’hwez) hag un astenn a verk an takad anvioù. Meur a seurt astenn a zo :
– astennoù bro (ccTLD, “Country Code Top Level Domain”), evel .fr, .uk pe .de.
– astennoù generek (gTLD, “Generic Top Level Domain”) a zo .com, .net ha .org. ar re goshañ anezho. E-touez an astennoù generek-se e kaver an astennoù rannvroel nevez evel ar .bzh, an astennoù merk evel .leclerc pe .bnpparibas.

Petra eo ur registrar ?

An termen Registrar eo an doare saoznek evit ober anv eus ar burevioù marilhañ. Eilgwerzherien anvioù domani int.

Gouarnerezh ar .bzh

Meret eo an astenn internet gant ur gevredigezh lezenn 1901 hep pal arc’hantus, ar gevredigezh www.bzh.

Penaos mont e darempred gant ar gevredigezh www.bzh ?

Gellout a rit mont e darempred gant ar gevredigezh dre bellgomz d’an 02 98 59 93 26 pe dre bostel gant hor furmskrid daremprediñ (liamm war-du ar furmskrid : https://www.pik.bzh/br-fr/mont-e-darempred-ganeomp/ )

Penaos dont da vezañ keveler ar gevredigezh www.bzh ?

Evit dont da vezañ keveler ar gevredigezh Pik BZH e c’hellit kas ho koulenn dre hor furmskrid daremprediñ : https://www.pik.bzh/br-fr/mont-e-darempred-ganeomp/  Na dermit ket da stagañ ouzh ho koulenn ar muiañ a ditouroù ar gwellañ.

Gellout a rafen implijout logo ar gevredigezh Pik BZH ?

Miret eo al logo evit kevelerien ar Gevredigezh www.bzh koulz hag evit piaouerien un anv domani .bzh. Dindan reolennoù emañ an implij anezhañ ha dleout a ra bezañ gwiriekaet gant ar Gevredigezh www.bzh.

Piv zo e kuzul-merañ ar gevredigezh Pik BZH ?

www.bzh zo ur gevredigezh lezenn 1901 renet gant ur c’huzul-ren a-youl vat. Aozet eo evel-se :  https://www.pik.bzh/br-fr/a-zivout/piv-omp/

Ne gavit respont ebet d’ho koulenn en hor FAG ?

Kasit ho koulenn deomp dre bostel war bouez ar furmskrid enlinenn AMAÑ pe pellgomzit deomp d’an 02 98 59 93 26