« Pa zimezer gant Breizh ez eer betek penn. » Didier Ragot, Trïodé
Kalonenn oberoù ar c’hevredad TRIODE zo merañ raktresoù liammet gant ar merdeiñ (darvoudoù ha diduamantoù merdeiñ, studial ha heuliañ ar sevel bigi, ar personelaat hag ar reneveziñ anezho, aozañ lestradurioù ha kement zo). Aliañ hag ambroug dalc’herien raktresoù mor a reomp ivez.
Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?
Daou geveler omp, Morgane Mell ha me, Didier Ragot. Graet hon doa anaoudegezh e 2012, da geñver Gouelioù mor Brest 2012. E 2016 hon doa roet lañs d’hon obererezh da geñver Gouelioù mor Brest 2016. Tri e oamp d’ar mare-se, pa voe roet lañs da Trïodé. An tri eus Triode, met an triod a zegas sklêrijenn ivez. Ober a ra dave d’an trimaran ivez. Lorc’h zo ennomp o vezañ staliet e Brest hag o kemer perzh e buhez ekonomikel an tiriad.
Gant Triode e vez meret raktresoù liammet gant ar mor. Se a c’hell bezañ aozañ darvoudoù war vor : kempenn ar porzh, kaout aotreoù digant ar pennadurezhioù, ar surentez, dibab ar bigi… Darempredoù etrebroadel int. Heuliañ a reomp ivez ar sevel hag ar reneveziñ bigi. Aze e ambrougomp an dalc’herien raktresoù en o raktres en un doare hollek : kensevel a reomp kaier ar c’hargoù hag ober ma vo doujet dezhañ gant an darbarerien, ar savourien, ha kement zo. Erfin e labouromp evit ar sinema. Adal ma vez ur raktres liammet ouzh ar mor gant unan bennak e aliomp anezhañ, kuit dezhañ da gouezhañ e pechoù zo na vezont ket anavezet gant an holl dud. Didier Ragot a oa bet rener teknikel hag eiler Olivier de Kersauson e-pad 40 vloaz. Seizh tro ar bed graet gantañ.
Ul lec’hienn internet e .BZH ho peus, perak an dibab-se ?
Abaoe ma oa bet krouet ar c’hevredad e kehentomp e .BZH. Dimezet omp gant Breizh gant ar soñj mont betek penn. Pa zimezer gant Breizh ez eer betek penn. Neuze pa ‘m boa gouezet e oa hegerz an anvioù domani e .BZH en em gavet e oan bet kalz gwelloc’h eget gant un astenn all.
Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .BZH ?
Anavezet eo Breizh dre ar bed a-bezh. Kaout ur .BZH ne laka ket harz d’hon diorren neuze. Ar youl hon eus da gadarnaat hon identelezh hag hon tiriad. Aesaet eo an darempredoù gant ar .BZH. Un identelezh kreñv eo, hag a ranker gwareziñ.
Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?
Ur rakstal eo hol lec’hienn evidomp, diwar-benn hol labour hag hor servijoù. Hollret eo kaout ul lec’hienn internet hiziv an deiz. N’eus forzh peseurt kevredad a zle kaout ul lec’hienn. Anat hag hollret eo. Ouzhpenn-se, gant ul lec’hienn internet e .BZH e embannomp ez eus lorc’h ennomp o vezañ Bretoned. Harpañ a ra ar .BZH hor chemet breizhat anavezet mat-kaer.
Dre al lec’hienn e c’hellomp ivez kevratiñ gant pratikoù nevez. An nor-dal gentañ an hini eo. Dre al lec’hienn e c’hellomp bezañ anavezet gwelloc’h, ur rakstal eo. Pa gejomp ouzh tud e roomp dezho chomlec’h hol lec’hienn internet e .BZH : “kit da welet hol lec’hienn”. Ar gwellañ kartenn-vizit eo, hag a c’heller diraez gant n’eus forzh peseurt poellgomzer pe urzhiataer. Ouzhpenn-se, pa gemenner .BZH en em ziforc’her ha seniñ a ra brav-tre. Ar .BZH a sko ar speredoù.