“Kreñvaat a ra ar .BZH hor c’harantez ouzh ar vro. ” Olivia Jubin, An Tandem

An Tandem zo ur preti e Gwened.

Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?

David hag Olivia omp. Er gegin e vez David ha me a servij er sal. Kroget hon eus ni hon-daou gant ar pretierezh dre an deskardiñ. Graet hon eus hon annez e Breizh, p’ eo ret treuzvarc’hata en ur c’houblad. Me a zo eus Nisa, David eus Breizh. Ha gant ar Vretoned e ya ar maout peurvuiañ. Ar preti Le Tandem a oa ur raktres boutin. Ni hon-daou omp bet stummet evel keginer ha keginerez. Hunvre diwezhañ-holl ur c’heginer a zo digeriñ ur preti evit fardañ e geginerezh dezhañ e-unan.

    An Tandem, rak digoret hon eus ar preti hon-daou. Ha David a varc’h-houarne kalz. Ha neuze, ekologel ha mod kozh eo ha kavout a rae deomp e klote mat gant hor personelezh ha gant hor c’heginerezh. C’hwec’h vloaz eo ar preti.

      Ul lec’hienn internet e .BZH ho peus, perak an dibab-se ?

      Bretoned omp ha Bretoned da vat. A bouez eo deomp bezañ amañ. Kinniget e oa bet ar .BZH deomp gant hon ajañs kehentiñ. Diouzhtu hon doa kavet an dra-se plijus-dispar, pa felle deomp bezañ obererien lec’hel. Ret e oa deomp pouezañ war an dra-se. Kreñvaat a ra ar .BZH hor c’harantez ouzh ar vro.

        Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .BZH ?

        A bouez bras eo deomp. A-hend-all emaomp o vont da zigeriñ ur stal all a-benn nebeut, ur saloñs-te e Gwened. Ni hon eus goulennet digant an ajañs mirout ur .BZH ar wech-mañ. Dalc’het kuzh eo ar chomlec’h evit poent.

          Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?

          Ar pal eo e c’hellfe hor pratikoù ober o soñj diwar-benn an Tandem a-raok dont da zebriñ. Ouzhpennañ a reomp hor rolloù-meuzioù bep sizhun war al lec’hienn internet. Ul lec’hienn a c’heller merañ an hini eo, hag ober a ran war he zro bep sizhun neuze. Kalz a luc’hskeudennoù a zo war al lec’hienn ivez : ar sal, ar meuzioù hag ar gegin. Kavout a ra deomp e lavarer muioc’h a draoù dre hol lec’hienn internet e .BZH eget dre ar rouedadoù sokial.

            Daoust hag-eñ e c’haller kaout hoc’h anv e.bzh?