“Gant ar .bzh omp gwriziennet ouzh hon tiriad. Lec’hiet omp aes gant hor c’hendivizerien. Ar .bzh a oa anat deomp.” Christophe Niceron, Carabreizh

Un embregerezh familh eo Carabreizh, staliet e Breizh hag arbennikaet war ar fardañ karamel gant amann sall.

Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?

Christophe Niceron on. Gant ma gwreg e renan Carabreizh. E daou lec’h eo staliet Carabreizh, er Gerveur hag e Landevan. Arbennikaet eo war ar fardañ karamel gant amann sall. 40 kenlabourer a zo ennañ ha dasparzhañ a reomp hor produioù war ar C’hornôg bras hag e Pariz.

    Ul lec’hienn internet e .BZH ho peus, perak an dibab-se ?

    Gant ar . BZH omp gwriziennet ouzh hon tiriad. Ha krediñ a ran eo kefridi ar .BZH, just a-walc’h, gwriziennañ da vat hor chomlec’hioù internet ouzh an tiriad. Anat e oa da vat.

      Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .BZH ?

      Deomp-ni eo a bouez rak gant se e c’hell holl hor c’hendivizerien lec’hiañ ac’hanomp. Un “Anvet Mat” a c’hellfe bezañ e pep lec’h e Frañs, met un “Anvet Mat . BZH” a zo e Breizh dre ret. Carabreizh, gant ar ger Breizh e-barzh, a vez lec’hiet dre ret, met gant ar .BZH e kadarnaer al lec’h m’eo staliet an embregerezh.

        Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?

        Div a zo. Ar pal kentañ eo diskouez ur skeudenn vat eus an embregerezh. Un den hag a fell dezhañ teurel ur sell war hol lec’hienn internet, hag eñ er penn all eus Frañs, er penn all eus Europa, pe er penn all eus ar Stadoù-Unanet, peseurt skeudenn en do eus hon embregerezh ? Hor c’hartenn-vizit eo, ar pezh a welo dre ar skramm.

          Ma vez ur greantour e c’hello divizout ivez ha gellout a raio kaout ul laz bennak o labourat ganeomp. Da skouer, war Carabreizh, e c’heller kavout produioù a vez gwerzhet en hor stalioù, met ivez produioù arbennikaet evit ar greanterezh. Neuze, p’en em gavo ur greantour war hol lec’hienn, ma labourfemp e E-da-B hepken, e soñjo dezhañ omp re vihan, pe n’omp ket azasaet. En enep, just a-walc’h, eo bet kinniget al lec’hienn en doare ma soñjo ur greantour e c’hello labourat gant Carabreizh marteze, rak fardañ a ra an embregerezh produioù a-ratozh evit ar greanterezh.

            War an eilvet, e E-da-B, e c’hell hor pratikoù prenañ hor produioù enlinenn. Kas a reomp hor produioù e pep lec’h e Breizh. E-da-E dre internet a reomp ivez ha gellout a reomp gwerzhañ paletennadoù a-bezh enlinenn.

              Pouezusoc’h-pouezusañ eo lodenn ar werzh enlinenn e kengreadur an embregerezh. 1% e oa un nebeud bloavezhioù zo. Etre 2 ha 3% e tle sevel hiziv. Sed aze ul lodenn hag a ya war-gresk ha war-raok, abalamour d’an darvoudoù hon eus bevet pergen.

                Daoust hag-eñ e c’haller kaout hoc’h anv e.bzh?