« Gant ar .bzh e vez kreñvaet hon identelezh hag hor ment rannvroel. » Gaïd Pitrou, Gwarez Filmoù Breizh.

Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?

Gaïd Pitrou on, renerez Gwarez Filmoù Breizh. Degouezhet on e miz Genver 2021. Labourat a ran e gennad ar sevenadur abaoe 20 vloaz ha tremenet on dre veur a ensavadur : e Park natur ar Morvan, e ministrerezh ar Sevenadur, e Diellaoueg vroadel hag e DRAC Enez-Frañs. Kengargiadez ar Stad on, distag e Gwarez Filmoù Breizh, a zo dezhañ kefridioù a laz hollek.

    Kefridi ar Gwarez filmoù a zo dastum, mirout, gwareziñ ha talvoudekaat glad kleweled Breizh en e bezh. Ur gefridi a laz hollek eo, hag a zastaol e par ar rannvro. Lakaet e oa bet war-sav e 1986. Ur skourr eus ar Gwarez filmoù a zo e Roazhon hag unan all e Naoned.

    Hiziv ez eus ganeomp un dastumad bras, evel ma welit. Fiziadoù int. Fiziadoù int. N’omp ket perc’henn warno. En enep e sevenomp ul labour niverelaat ha menegeriñ. Dre an niverelaat e c’heller mirout ar filmoù. Mirout a reomp ar glad dizanvezel-se. Ar pezh a vern ar muiañ evit ar filmoù eo ar skeudenn. En dastumad-se ez eus 50% a filmoù sevenet gant amatourien ha 50% a filmoù sevenet gant tud a vicher. Hiziv an deiz ez eus 35.000 film er Gwarez filmoù.

    Ul lec’hienn internet e .BZH ho peus, perak an dibab-se ?

    Abaoe 2016 eo lec’hienn internet ar Gwarez filmoù e .bzh. Anat eo deomp p’eo Breizh hon tiriad. Gwareziñ a reomp ur glad hag a zo hini ar Vretoned, met ket hepken, hag ur vreizhadelezh kreñv a zo dezhañ. Troet eo bet ar filmoù gant Bretoned, pe plediñ a reont gant Breizh. En abeg da se hon eus kalz a filmoù e-maez Europa rak beajiñ a ra kalz ar Vretoned.

      Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .BZH ?

      Gant ar . BZH e vez kreñvaet hon identelezh hag hor ment rannvroel. Cinémathèque de Bretagne .BZH eo hon anv. Dre se e c’hellomp kadarnaat hon engouestl war un tiriad.

        Me garfe lakaat war wel ivez ar fed n’eo ket en em serriñ warnomp tamm ebet. Ar vreizhadelezh-se a zo ivez un doare da vezañ gwelet en diavaez.

          Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?

          Ar pal, a-raok pep tra, a zo bezañ liammet gant an arvesterien pa n’hon eus sal dewelet ebet graet a-ratozh evit bannañ filmoù ha pa vefe ganeomp ur rouedad kevelerien a-bezh. Dre al lec’hienn e c’hellomp reiñ da anavezout an dastumadoù ha dre an abeg-se hon eus lakaet un diaz roadennoù enlinenn. Ur savenn dewelet eo, hag a zo 7.200 film enni hiziv. Graet e oa bet an dibab-se da vare ar c’henfinañ. Ar 17 a viz Meurzh e oa enlusket ar skipailh en e bezh evit lakaat ouzhpenn 7.000 film e kerz an dud war hol lec’hienn internet, dre gengred. A-raok e veze ret paeañ un emezeladur. Dibabet e oa bet kenderc’hel gant an digousted, o toujañ d’ar wireien evel-just.

            Gant ar Gwarez filmoù eo bet tapet label live 1 ar garta Ya d’ar Brezhoneg. Divyezhek eo hol lec’hienn internet. Ul labour bras ha war hir amzer a zo bet graet. Ur genseurtez deomp a zo divyezhek. Ur youl kreñv hag un dibab gant ar gevredigezh eo an divyezhegezh. Gant ar c’hopradez e vez roet kentelioù en diabarzh ivez. Holl hor benvegoù kehentiñ a zo divyezhek.

              Daoust hag-eñ e c’haller kaout hoc’h anv e.bzh?