“Emañ ar .BZH ennomp da vat, naturel penn da benn eo. Sklaer evel lagad an naer. ” Loig Le Lay, Strilherezh ar Mein-hir.

Pont Maen-hir, Ploveilh, Penn-ar-Bed : er saonenn-se, hedet gant gwez-avaloù, war ribl ur wazh ma pleg warni meurvein kozh 5 000 bloaz, eo bet ganet EDDU, wiski gall. Krouet eo bet gant strilherezh dizalc’h an tiegezh Le Lay. Ar wiski kentañ, hag an hini nemetañ er bed betek hiziv, o vezañ fardet penn da benn diwar ed-du. En un terouer e sank EDDU e wriziennoù. Kontañ a ra istor ur familh, hag a striv da wareziñ al liammoù a stag anezhi ouzh an amzer-dremenet koulz ha da adijinañ an hengoun, evit brasañ levenez an dud sot gant ar wiski.

Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?

Me eo Loig Le Lay, eus Strilherezh ar Mein-hir. Gant ma breudeur Erwan ha Kevin emaomp ar 5vet remziad o verañ ar Strilherezh. Krouet e oa bet gant ma zad e 1986. Er bloaz-se en doa krouet ar c’hevredad Strilherezh ar Mein-hir. En deroù e oa kroget gant produioù diwar avaloù hag e dibenn ar bloavezhioù 90 e oa deuet ar sklêrijenn dezhañ ha krouet en doa ar wiski Eddu. Ar bloaz-mañ ez eus bet lidet 100 vloavezh strilhadur er familh. 1921 a oa ar bloaz kentañ ma voe prenet ul lambiger gant ar familh Le Lay. D’am mamm-ioù e oa, a oa Frances Le Lay hec’h anv. Hiziv e vez dalc’het tri fost strategel gant an 3 breur. Ar produiñ evit unan, ar renerezh evit egile ha me a vez o verañ kentoc’h al lakaat er c’henwerzh, ar strategiezh, ar marketing hag an ezporzhiañ ivez ! Un obererezh war vec’h eo ar fardañ wiski, ha labour zo.

Ul lec’hienn internet e .BZH ho peus, perak an dibab-se ?

Emañ ar .BZH ennomp da vat, naturel penn da benn eo. Sklaer evel lagad an naer. N’eo ket hor strategiezh ober bruderezh en-dro d’ar vreizhadelezh evit tennañ gounid eus se. E-pad pell-pell en doa stourmet ma zad evit ar skolioù Diwan, aozet en doa festoù-noz hag oberoù evit dastum arc’hant… Evel-just emaomp e-kichen obererien sevenadur Breizh.

Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .BZH ?

Hor gwriziennoù eo. Diazez eo evidomp. Ur skouer all, troet eo bet e brezhoneg hon teuliadur micherel en e bezh. Brezhoneg a zo ivez war hor pakadoù ha gant hor benvegoù kehentiñ. Evit a sell an ezporzhiañ eo gant ar saozneg e kavin pratikoù nevez, n’eus na mar na marteze, met a bouez eo diskouez hor gwriziennañ hag al lorc’h a zo ennomp gant hor gwriziennoù.

    Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?

    Troet eo hol lec’hienn internet, www.distillerie.bzh, e brezhoneg ivez. E kreiz hor pennaennoù emañ ar brezhoneg. Ma c’hellomp sikour, gant embregerien evel Matthieu Breton eus ti Coreff hag ar familh Puech eus ar strollad Kerne, evit embann eo ar brezhoneg ul lodenn eus hon endro hag e rankomp lakaat anezhañ e kreiz hor pennaennoù. Ha ma c’hellomp lakaat tud all da vont war hor roudoù, da sevel a-du gant hor c’hoantoù hag hon tro-spered, e vo gwelloc’h c’hoazh. Goude, n’eo ket aes, rak kalz a dud a sav goulenn an dalvoudegezh, met nebeutoc’h-nebeutañ. Lorc’h da vat zo en dud o vezañ breizhat hag o skrivañ brezhoneg.
    Lakaat a reomp er c’henwerzh ivez holl broduioù ar strilherezh war stal enlinenn hol lec’hienn internet.