“Dibabet em eus ur .bzh evit aroueziañ hor rannvro ha nerzh ur rouedad. ” Olivier Lallemand, Breserezh Penn ar Bed
Krouet e oa bet Breserezh Penn ar Bed e 2013 e-barzh riboulioù danzouar kozh an OTAN e Terenez, e kreiz Penn-ar-Bed.
Ur vreserezh artizanel dezhi ur varregezh produiñ a 10 hl (1000 litr) dre vresad, hag he doa kresket buan.
Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?
Olivier Lallemand eo ma anv, breser on. Krouet em boa Breserezh Penn ar Bed ouzhpenn 7 vloaz zo bremañ.
Ul lec’hienn internet e .BZH ho peus, perak an dibab-se ?
Dibabet em eus ur .bzh evit aroueziañ hor rannvro ha nerzh ur rouedad hag a ziskouez da vat hon identelezh.
Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .BZH ?
Diouzhtu e oar hor pratikoù eus pelec’h omp. Simpl eo. Gant se e c’hellont gouzout resis-tre pelec’h emaomp war ur gartenn.
Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?
Pal al lec’hienn terenez.bzh a zo diorren skeudenn Breserezh Penn ar Bed, reiñ da anavezout hor bieroù war internet. Digoret hon eus ivez un takad klik-ha-dastum war hol lec’hienn internet.
Gant kaier ar c’hargoù e c’heller ivez kaout rakprizioù diazezet war un teul boutin d’an holl. Aesoc’h e vo ar c’heñveriañ pa zibaboc’h ho pourchaser.