“Ar .bzh zo ur gouestl a berzh mat hag a nested. Gantañ e c’hellomp en em ziforc’hiñ ha bezañ gwelet. ” Loïc Mathieu, Ti-feurm an Heol

E Ti-feurm an Heol e vez produet frouezh ha legumaj, e Kolpoù er Mor-bihan

Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?

Loïc Mathieu eo ma anv, dileuriad on eus Ti-feurm an Heol, e Kolpoù, er Mor-Bihan. Legumajerezh a reomp e Ti-feurm an Heol, produiñ legumaj ha frouezh neuze. Fardañ a reomp hor chistr hag hor chug avaloù ivez. Hag a-c’houde berramzer e produomp kig-dañvad ivez. Pep tra a zo labelaet Bio ha Natur hag Araokaat.

    Ti-feurm an Heol zo 15 hektar ennañ. 4 hektar zo dindan legumajerezh, un nebeud gwezennoù a vez maget hag ar peurrest a zo pradennoù evit an deñved. Dasparzhet e vez ar produioù war ar marc’hadoù peurgetket. War zek marc’had e werzhomp er Mor-Bihan. Gwerzhañ a reomp war-eeun en ti-feurm, dre ur stal enlinenn war hol lec’hienn. Hag un tamm dasparzherezh gant Biocoop ivez.

      Ul lec’hienn internet e .BZH ho peus, perak an dibab-se ?

      A bouez e oa ar .BZH evidon. Diouzhtu en em ziforc’her hag e vezer gwelet. An displet, gant an anv Ti-feurm an Heol, eo ar fed ez eus kalz a frammoù all dezho an hevelep anv, tiez-feurm ha traoù all. Ezhomm hor boa en em ziforc’hiñ diouzh an obererien all neuze.

        Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .BZH ?

        Ur gouestl a berzh mat hag a nested eo ar .BZH. Bezañ gant ur .BZH a dalvez ez eus ul liamm gant Breizh dre ret. Ul liamm kreñv a nested. Ti-feurm an Heol e .BZH a zo lec’hiet. A-ster emañ gant hon talvoudoù. A bouez bras eo deomp al legumajerezh dre rouedadoù nes.

          Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?

          Al lec’hienn internet a zo dezhi da bal bezañ menegeret mat evit ma c’hellfe hor pratikoù kavout aes ac’hanomp war internet. Ar pal eo desachañ an dud-se war hol lec’hienn.

            lafermedusoleil.bzh zo ur rakstal ivez. Ganti e c’hell an implijerien internet sellet ouzh ar pezh a ginnig Ti-feurm an Heol, an doare ma labouromp, ouzh hol luc’hskeudennoù ha kement zo. A bouez bras eo evit an danvez pratikoù. Al lec’hienn internet eo hor rakstal hag hor merk fabrik.

            Krouet em eus al lec’hienn internet ma-unan gant Jimdo, ur benveg aes evit krouiñ lec’hiennoù internet. Hizivaat a ran anezhi ur wech bep 6 miz tamm pe damm. War hol lec’hienn ez eus ivez ul liamm war-du ur stal enlinenn graet a-ratozh (Ma Boutique Fermière).

              Daoust hag-eñ e c’haller kaout hoc’h anv e.bzh?