“A bouez eo deomp kaout ur .BZH evit gwellekaat ar menegeriñ naturel war al luskerioù enklask.” Perrine Fourny, Bokaladoù Ana
Luc’hskeudenn : Perrine Fourny (webmaster) / Atersadenn : Annaëlle Bellec (merourez)
Bokaladoù Ana zo ur stal produioù bio, eus ar vro hag a-drak. Kement-se e kreiz-tre Brest.
Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?
naëlle eo ma anv, lesanvet Ana. 35 bloaz on, pakset on ha daou vugel am eus. Klañvdiourez e oan a-raok ha karout a rajen bezañ a-unan gant ma zalvoudoù, beveziñ gwelloc’h, beveziñ yac’h. Ha parraat ouzh ma skog war an endro dreist-holl. Kroget on gant al lienennigoù evit ar babigoù, an trezoù gwalc’hus. Neuze ar gwezeladoù hag an aozadoù kempenn graet er gêr. A bouez eo din gouzout petra a implijan, anavezout kenaoz ma froduioù hag o orinoù. Startijenn zo ganin, plijout a ra din an darempredoù gant ar pratikoù, toullañ kaoz ganto. Kinnig a ran ur stal genwerzh nes m’en em gav ar pratikoù evel pa vefent en o zi, « evel er gêr ».
Bokaladoù Ana zo ur stal produioù bio, eus ar vro hag a-drak. Kement-se e kreiz-tre Brest. War un dro giz gwechall ha modern eo stil ar c’hinkladur, diwar skouer e veizad eeun-tre, levezonet gant an doareoù beveziñ hengounel a ro ton d’an artizanerezh. Un aergelc’h laouenek a zo er stal : ur c’hraf a enor eo din ha d’am skipailh kemer amzer da gomz gant ar pratikoù, aliañ anezho eus ar gwellañ, komz diwar-benn ar broduerien…
E bokaladoù Ana e kavoc’h an holl draoù a c’hellit kaout ezhomm anezho : rikoù hep tamm lastez ebet, produioù yec’hederezh, boued, aozadoù kempenn… ha kalz re all ! Trawalc’h eo deoc’h dont er stal hag en em servijout, er podoù lakaet en ho kerz. Abaoe 2020, evit ma c’hellfe hor pratikoù kenderc’hel da brenañ traoù hep lastez e-pad ar c’henfinañ hon eus digoret ul lec’h karrprenañ hep lastez : an hini kentañ e Brest ! Evel-se e c’hellit bremañ urzhiadiñ ho prennadennoù war al lec’hienn ha dont da gerc’hat anezho, prest c’hoazh, el lec’h karrprenañ, pe dereiñ a reomp anezho deoc’h en ho ti, ha kement-se dre ur reizhiad ijinus evit resteurel ar bokaloù !
Ul lec’hienn internet e .BZH ho peus, perak an dibab-se ?
Evit ar menegeriñ lec’hel eo ar .BZH. Ouzhpenn-se omp un embregerezh lec’hel ivez. Harpañ a reomp produioù ar vro e Bokaladoù Ana.
Perak eo a bouez deoc’h kehentiñ e .BZH ?
A bouez eo deomp kaout ur .BZH evit gwellekaat ar menegeriñ naturel war al luskerioù enklask. Diskouez a reomp ivez hon engouestl ouzh obererien an tiriad.
Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?
Krouet e oa bet al lec’hienn lesbocauxdana.bzh da vare ar C’hovid-19. Roet hon eus lañs d’ul lec’h karrprenañ. Ar raktres-se a oa ganeomp c’hoazh a-raok ar bandemiezh. Gellout a ra hor pratikoù urzhiadiñ war hol lec’hienn internet. Prientet e vez an urzhiadoù e bokaloù. Ar pratikoù n’o deus nemet dont da gerc’hat o frenadennoù. Loc’het eo bet ar c’harrprenañ e miz Here ar bloaz-mañ. Mont a ra mat en-dro.