« A bouez eo deomp kaout ul lec’hienn internet e .bzh hiziv evit bezañ brudet ha gwelet gwelloc’h. » Tanguy Violas, Istr Enez Wenn

Anavezit istr donvor Enez-Vriad.

Gellout a rit en em ginnig ha deskrivañ hoc’h obererezh ?

Tanguy ha Guillaume Violas omp. Guillaume a adkemero an embregerezh a-benn un nebeud bloavezhioù. Istrerien omp a dad da vab. Ma zad en doa krouet an embregerezh e 1987. 8 goprad leunamzer a zo. Hiziv an deiz e tiorromp ar werzh enlinenn gant al lec’hienn internet. A-hend-all e tasparzhomp hon istr e kalz a stalioù-pesked, en un nebeud pretioù ha war ar marc’hadoù.

    Ul lec’hienn internet e .BZH ho peus, perak an dibab-se ?

    Evit embann hor breizhadelezh. A bouez eo. Kaset e vez istr e-leizh ac’hann d’an talbenn atlantel ha d’ar Su, pa z’eus amañ unan eus ar brasañ diazadoù produiñ. Ret eo embann an dra-se.

      Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ?

      Petra eo palioù ho lec’hienn internet ? Perak ho peus krouet unan ? Ar pal eo en em reiñ da anavezout ha diorren ar werzh enlinenn. A bouez eo deomp kaout ul lec’hienn internet e . BZH hiziv evit bezañ brudet ha gwelet gwelloc’h. Gwerzhañ a reomp kalz enlinenn a-vareadoù, e-pad ar gouelioù hag an deizioù-gouel pergen. Ret e oa bet deomp en em ober diouzh ar c’hasadennoù met deuet omp a-benn da aozañ mat an traoù. Prim-kaer e vez an degasadennoù ha miret eo chadenn ar yen. Dereiñ a reomp dre Chrono Fresh diouzh an hañv ha gant ar gwrezverk endro diouzh ar goañv. Pa gas ar pratikoù o urzhiad a-raok 10 eur e vezont deroet d’an antronoz. Kas a reomp hon istr e Frañs a-bezh, nemet war an enezennoù, lec’h m’eo luzietoc’h dereiñ produioù fresk-tre.

        Daoust hag-eñ e c’haller kaout hoc’h anv e.bzh?