Lakaet e vez en a-raok e keleier an teknologiezhioù, an naouegezh artifisiel (NA) hag ar pezh eo gouest d’ober. Evit kaout un alberz eus ar pezh a c’hellfe bezañ graet evit genel un arguzeg hon eus goulennataet meur a venveg NA (ChatGPT, Microsoft Copilot ha Google Bard) gant ur goulenn eeun : perak marilhañ un anv e .bzh ?
Dedennus eo an disoc’hoù kinniget amañ dindan : degas a reont ervat da soñj eus an holl spletoù a zo pa reer gant un anv e .bzh !😀
ChatGPT
Marilhañ un anv domani e .bzh
, an astenn dibar da Vreizh, a zegas meur a splet arouezius, dreist pep tra evit ar frammoù liammet gant ar rannvro-se :
- Kadarnaat ar Vreizhadelezh :
- Dre un domani
.bzh
e c’heller diskwel splann ul liamm gant Breizh, ar pezh a zo poellek dreist pep tra evit an embregerezhioù, ar c’hevredigezhioù, pe an dud prevez a fell dezho lakaat en a-raok o c’harantez ouzh ar rannvro-se. - Kreñvaat a ra kement-se gwelusted ar vreizhadelezh war internet ha harpañ a ra da vrudañ sevenadur, yezh ha glad Breizh.
- Dre un domani
- Marketing ha Skeudenn-verk Lec’helaet :
- Kinnig a ra un domani
.bzh
d’an embregerezhioù ha d’ar merkoù un degouezh d’en em ziforc’hañ o lakaat anat o gwriziennañ er rannvro. Kement-se a c’hell bezañ ur splet kevezus er strategiezhioù marketing, dreist-holl evit ar re a vuk a-ratozh ar marc’had breizhat. - Gellout a ra un hevelep domani bezañ gwelet evel un engouestl e-keñver ar rannvro hag hec’h annezidi, ar pezh a c’hell kreñvaat fealded arvalien ar vro.
- Kinnig a ra un domani
- Bukañ Douaroniel er Menegeriñ :
- Gellout a ra an domanioù
.bzh
skoazellañ da wellaat ar menegeriñ lec’hel evit an enklaskoù liammet ouzh Breizh. Gwall dalvoudus eo kement-se d’an embregerezhioù a glask dedennañ arvalien ar vro pe douristed. - Gellout a reont bezañ spletus ivez evit a sell ouzh an taolioù-intrudu liammet ouzh an touristerezh, ar sevenadur, pe an deskadurezh e Breizh.
- Gellout a ra an domanioù
- Hegerzded ha Dibab an Anvioù :
- O vezañ ma n’eo ket ken stank ar
.bzh
hag an astennoù domani generekoc’h e kinnig alies un hegerzded ledanoc’h a-fet anvioù domani c’hoantaet. Dre-se e c’hell an implijerien kaout anvioù domani berroc’h ha poellekoc’h.
- O vezañ ma n’eo ket ken stank ar
- Skoazell al Liesseurted Sevenadurel :
- Dre zibab un domani
.bzh
e vez kendaolet da harpañ ha da vrudañ al liesseurted yezhel ha sevenadurel war Internet. Un doare eo da dalvoudekaat ar brezhoneg ha da skoazellañ an taolioù-intrudu sevenadurel er rannvro.
- Dre zibab un domani
- Krouiñ ur Gumuniezh enlinenn :
- Gellout a ra un domani
.bzh
skoazellañ da sevel ha da greñvaat ur gumuniezh enlinenn en-dro d’an dodennoù breizhat, dre aesaat ar c’hevreañ etre an dud hag an aozadurioù a rann un atapi boutin ouzh ar rannvro.
- Gellout a ra un domani
- Surentez ha Fiziusted :
- Evel TLDoù (Top-Level Domains) all eo meret an domanioù
.bzh
sgant reoladoù ha pleustroù surentez hag a warant o fiziusted hag ar fed m’int gwarezet diouzh an drougimplijoù.
- Evel TLDoù (Top-Level Domains) all eo meret an domanioù
Marilhañ un domani .bzh
zo un diviz strategel neuze, evit ar re a fell dezho lakaat anat o bezañs e Breizh ha brudañ o liamm gant ar rannvro, evit abegoù kenwerzhel, sevenadurel, touristel pe personel e vefe.
Google Bard
Meur a abeg a zo evit marilhañ un anv e .bzh, astenn domani internet Breizh.
1. Kadarnaat ho kwriziennañ e Breizh
Un araez simpl hag efedus eo an astenn .bzh evit kadarnaat ho kwriziennañ e Breizh. Anavezet eo gant an holl evel astenn internet Breizh. Gantañ e c’heller en em ginnig evel un embregerezh pe un aozadur breizhat hag en em vataat eus brud Breizh.
2. Brudañ sevenadur Breizh
An astenn .bzh a zo ivez un doare da vrudañ sevenadur Breizh. Implijet e vez gant leizh a gevredigezhioù, embregerezhioù ha strollegezhioù breizhat evit talvoudekaat o glad sevenadurel ha yezhel.
3. Gwellaat ho menegeriñ naturel
Gellout a ra an astenn .bzh gwellaat menegeriñ naturel ul lec’hienn web ivez. Evit gwir e vez roet ur pouez bennak d’an astennoù anvioù domani gant al luskerioù enklask en o algoritmoù rummañ. Gellout a ra un anv domani .bzh skoazellañ ul lec’hienn web da zont war wel uheloc’h en disoc’hoù enklask pa vez liammet ar rekedoù ouzh Breizh.
4. Suraat ho lec’hienn web
Un astenn suraet eo an astenn .bzh ivez. Gwell eo eus ar stignad BZH Secure ma c’hell gantañ piaouerien un anv domani .bzh bezañ kemennet evit mann eus kement drougimplij eus o anv domani.
Berr-ha-berr, marilhañ un anv e .bzh a c’hell bezañ un dibab poellek evit an embregerezhioù, an aozadurioù hag an dud prevez a fell dezho :
* Kadarnaat o gwriziennañ e Breizh
* Brudañ sevenadur Breizh
* Gwellaat o menegeriñ naturel
* Suraat o lec’hienn web
Ha c’hwi staliet e Breizh pe karout a rafec’h diskwel ho liamm gant Breizh ken aes ha tra, an astenn .bzh zo un dibarzh da sellet a-dost outañ.
Microsoft Copilot
An astenn domani .bzh zo un astenn internet rannvro evit Breizh. Gantañ e c’hellit merkañ ho perzhouriezh e Breizh ha lakaat en a-raok sevenadur Breizh en ho kehentiñ. Dre brenañ un anv domani e .bzh e c’hellit ivez kreñvaat ho liamm gant Breizh hag ouzhpennañ ster d’ho kehentiñ.
Ouzhpenn-se eo meret an astenn .bzh gant ur gevredigezh hep pal arc’hantus, ar gevredigezh www.bzh, a bost he buzadoù e-barzh ekonomiezh niverel Breizh. Gellout a rit prenañ un anv domani e .bzh digant ur burev marilhañ enkredekaet gant an ICANN ha gant ar gevredigezh www.bzh. 35 € PTM eo ar priz bloaz diazez. Gellout a rit ivez kemer tro eus eus an taol-gwerzh evit ar c’henwerzh enlinenn lec’hel evit prenañ un anv domani e .bzh da 20 € PTM betek ar 31 a viz Kerzu 2023.
Evit mont pelloc’h eget an NA…
Dedennus eo an disoc’hoù ganet gant ar binvioù NA ha sintezennañ a reont an arguzennoù displeget war hol lec’hienn pe war re hor c’hevelerien. Evel-just e vezont klokaet gant an ambroug graet bemdez gant hor c’hevredigezh pe gant hon ajañsoù web keveler evit marilhañ hoc’h anv e .bzh pe diorren hoc’h identelezh enlinenn dre ul lec’hienn internet.
🙋♀️ Karout a rafec’h toullañ kaoz gant izili (kig hag eskern) hor skipailh diazezet e Kemper ? En ho kourc’hemenn emaomp dre al liamm-mañ pe d’ar 02 98 59 93 26.