📧 Karout a rafec’h krouiñ ho chomlec’h postel e .bzh gant hoc’h anv e .bzh ? Anavezit a bep seurt kinnigoù hegerz diouzh hoc’h ezhommoù.

Ezhomm ho peus eus ur chomlec’h postel ?

Gant meur a eilgwerzher e vez lakaet ur chomlec’h postel digoust gant marilhadur un anv domani e .bzh. Emañ ar c’hinnigoù-se diouzh an dud prevez pe diouzh ar frammoù bihan (EBT, kevredigezhioù, kluboù sport,…).

Dre weredekaat ho chomlec’h personelaet e c’hellit lakaat en a-raok hoc’h anv pe ho merk, ha n’eo ket hini ho pourvezer postelerezh, gant ur chomlec’h a-seurt gant hoanv-bihan@hoanv.bzh pe darempred@homerk.bzh 🙂

Kavout a reoc’h amañ dindan roll ar burevioù marilhañ a ginnig ar formulenn dreist anv domani + chomlec’h postel digoust :

Burev marilhañ Priz PTM .bzh bloaz 1 Priz PTM .bzh bloaz 2 Niver a voestoù-posteloù e-barzh Ment boest-posteloù digoust
Bookmyname 41,51 € 45,73 € 1 3 Go
EuroDNS 74,5 € 74,5 € 1 5 Go
Ionos 35 € 70 € 1 2 Go
LWS 49,99 € 49,99 € 2 2 Go
Namebay 20 € 49 € 1 5 Go
Netim 20 € 42 € 1 1 Go
OVH 20 € 49,99 € 1 5 Go
PlanetHoster 20 € 49,99 € 2 750 Mo

Ezhomm ho peus eus meur a chomlec’h postel evit ho framm pe ho tud-nes ?

Evit un implij micherel e erbedomp deoc’h ober gant ur voest a zo he barr par da pe brasoc’h eget 5 Go.

Dalc’het hon eus neuze, en hor roll amañ dindan, an eilgwerzherien a respont d’an dezverk ment-se hag a ro an dro da grouiñ meur a voest-posteloù.

Jedet hon eus koust bloaz 3, 5 pe 10 boest-posteloù evit bastañ d’un implij etre.

An argerzhadur treuzkas e-keñver ho pourchas a-vremañ eo ar memes hini hag an hini kinniget uheloc’h.

 

Burev marilhañ Koust 3 boest-posteloù dre vloaz Koust 5 boest-posteloù dre vloaz Koust 10 boest-posteloù dre vloaz Ment boest-posteloù Liamm kinnig chomlec’h postel micherel
101 Domain 108 180 360 30 Go https://www.101domain.com/email_services.htm
Crazy Domains 49,32 49,32 49,32 5 Go https://www.crazydomains.com.au/email-hosting/
EuroDNS 48,96 81,6 163,2 5 Go https://www.eurodns.com/fr/email-suite-cloud/basic-email-professionnel
Gandi 143,64 239,4 478,8 10 Go https://www.gandi.net/fr/domain/email
Hosteur 72 72 72 5 Go https://www.hosteur.com/hebergement-web
Hover 54 90 180 10 Go https://www.hover.com/email
Ionos 108 180 360 12 Go https://www.ionos.fr/solutions-bureau/adresse-email
LWS 28,44 47,4 94,8 10 Go https://www.lws.fr/adresses-emails-professionnelles.php
Namebay 27 45 90 5 Go https://www.namebay.com/e-mails/
Nameweb 104,4 174 348 5 Go https://www.bnamed.net/en/emailbeheer.jsp
Netim 72 72 72 5 Go https://www.netim.com/fr/hebergement/tableau-comparatif
One.com 83,88 83,88 83,88 illimitée https://www.one.com/fr/email
OVH 35,64 59,4 118,8 10 Go https://www.ovhcloud.com/fr/emails/
PlanetHoster 45 45 45 illimitée https://www.planethoster.com/fr/Hebergements-World

8 splet ur chomlec’h postel gant hoc’h anv domani hoc’h-unan

 

  1. Micheregezh : implijout ur chomlec’h postel personelaet gant hoc’h anv domani hoc’h-unan (sk. hoanv@hoanv.bzh) a ro ur skeudenn vicherel deoc’h. A bouez bras eo kement-se d’an embregerezhioù rak kreñvaat a ra o c’hreriegezh hag ar fiziañs o deus o arvalien hag o c’hevelerien enno.
  2. Prevezded : gellout a ra ar servijoù postelerezh digoust dielfennañ danvez ar c’hemennadoù bruderezh. Dre implijout ur chomlec’h postel personelaet e c’hellit kontrollañ gwelloc’h prevezded ho kemennadoù.
  3. Barregezh eñvoriñ : alies e vez aesoc’h eñvoriñ ar chomlec’hioù postel personelaet eget ar chomlec’hioù generek pourchaset gant servijoù digoust. Aesaet e vez ar c’hehentiñ ha graet e vez nebeutoc’h a fazioù bizskrivañ.
  4. Peurgontroll : kaout hoc’h anv domani hoc’h-unan a dalvez kement ha peurgontrollañ ar boestoù-posteloù stag outañ. Gellout a rit neuze krouiñ chomlec’hioù postel ouzhpenn evit implijoù a bep seurt (sk. : skor@hoanvdomani.bzh, darempred@hoanvdomani.bzh) ha merañ anezho evel ma plijo deoc’h.
  5. Marketing ha skeudenn-verk : evit a sell ouzh an embregerezhioù e vez kreñvaet gant ar posteloù personelaet ar fed ma vez anavezet o merk. Pep kemennad dre bostel a gas da verk hoc’h embregerezh, o harpañ evel-se da vrudañ anezhañ ha d’e lakaat war wel.
  6. Surentez kreñvaet : muioc’h a gontroll o deus perc’henned anvioù domani war surentez o chomlec’hioù postel. Gellout a rit lakaat war-sav diarbennoù surentez araokaet evel an dilesadur SPF, DKIM ha DMARC evit dizarbenn an tagadennoù dre besketa.
  7. Adlec’hiañ aesaet : Dre implijout ur chomlec’h postel gant hoc’h anv domani hoc’h-unan e vez aesaet an treuzkemm etre meur a bourvezer servijoù postelerezh, rak mirout a rit an hevelep chomlec’h postel pa cheñchit herberc’hier pe reizhiad.
  8. Krouiñ aliasoù : gellout a rit krouiñ aliasoù chomlec’hioù postel personelaet, ar pezh a c’hell bezañ talvoudus evit adheñchañ kemennadoù war-du boestoù-posteloù difer pe evit abegoù heuliañ.

    C’hoant hoc’h eus da grouiñ ho chomlec’h postel gant.bzh ? 📧

    Gant ar servij postel.bzh e kinnigomp deoc’h un diskoulm alc’hwez gant an dorn evit gallout krouiñ, gant un nebeud klikoù, ho chomlec’h postel personelaet e.bzh!

    postel