š» N’eus ket eus ar brezhoneg c’hoazh en troerioĆ¹ enlinenn boazietaƱ. Ar Breizh Datathon zo un intrudu gant Breizh Niverel, font debarzhadur ar .BZH, evit enframmaƱ ar brezhoneg enno o krouiƱ roadennoĆ¹ hegerz en ur c’horpus digor d’an holl vinvioĆ¹ treiƱ.
š Gant ar roadennoĆ¹-se e vo aesaet ivez an neveziƱ hag ar c’hrouiƱ e meur a dachenn liammet gant ar brezhoneg, en diorren binvioĆ¹ naouegezh artifisiel ha treiƱ emgefreek pergen hag er c’hrouiƱ c’hoarioĆ¹ sirius evit ar re zo o teskiƱ brezhoneg zoken.
Kinnig a ra Breizh niverel pazenn gentaƱ an datathon-maƱ evit respont d’ur galv da raktresoĆ¹ embannet gant skol-veur Abu Dhabi MBZUAI. Kinnig a ra an hini diwezhaƱ-maƱ dastum roadennoĆ¹ evit enframmaƱ ar yezhoĆ¹ rannvro e-barzh binvioĆ¹ naouegezh artifisiel hag a c’houlenn LLM (Large Language Model) en tu all d’ar patromoĆ¹ saoznek boazietaƱ (Google, Meta,ā¦). Ar pal merket evit pep yezh hag a gemer perzh eo dastum da nebeutaƱ 200 skeudenn ha goulennoĆ¹ stag outo a-benn ar 27 a viz C’hwevrer.
Dalc’het e vez an datathon war un dro enlinenn er chomlec’h https://datathon.bzh ha war al lec’h dre un devezh aozet e Kemper d’ar 17 a viz C’hwevrer.
Evit kemer perzh en intrudu-maƱ a lakao ar brezhoneg da vezaƱ gwelet er bed a-bezh ez eo trawalc’h deoc’h leuniaƱ hor furmskrid enlinenn evit kinnig skeudennoĆ¹ kuit a wirioĆ¹ ha goulennoĆ¹ en unan eus hon teir yezh labour (brezhoneg, galleg, saozneg).
Ne gomzit ket brezhoneg ganeocāh ? N’ho peus ket ezhomm komz brezhoneg evit kemer perzh : ur skipailh troerien a-youl vat ha kevelerien a droio ho kinnigoĆ¹ evit enframmaƱ anezho er c’horpus pourchaset d’ar skolioĆ¹-meur keveler.
š©āš»šØāš» An holl volontezioĆ¹ mat a vo deuet mat ! Hollbouezus eo ho kemer perzh evit pinvidikaat dibaouez an danvezioĆ¹ yezh. Evit ma c’hello ar brasaƱ niver tennaƱ gounid eus ho tegasadennoĆ¹ (luc’hskeudennoĆ¹ ha goulennoĆ¹) e vint adimplijet dindan aotre creative commons.
š Prest da sevel an dae evit ma vo renablet ar brezhoneg e par ar bed ?