Petra eo skog SEO un astenn rannvro evel ar .cat ? Klask ar gwellañ menegeriñ ma c’heller zo ur c’hraf strategel evit bezañs enlinenn an embregerezhioù pe n’eus forzh aozadur. An anv domani hag an astenn internet dibabet a zo lod eus an elfennoù a c’hell gwellaat rummadur ul lec’hienn e rekedoù lusker enklask Google.
Hor c’henvreudeur eus an astenn katalan .cat o deus goulennet nevez zo digant ur c’huzulva SEO skoazellañ anezho da dermeniñ hag ar .cat a gendaole da wellaat rummadur al lec’hiennoù war al luskerioù enklask.

Hentennouriezh

Evit ezhommoù an arnod ez eus bet marilhet gant ar vailhed war an SEO 10 domani gant tri astenn domani disheñvel herberc’hiet war an hevelep servijer CDN. Marilhet eo bet pep domani gant an astennoù .cat, .es ha .com. Dibar e oa an anvioù dibabet evit an domanioù-se (biskoazh marilhet a-raok) ha neptu a-fet ster.

Krouet eo bet an holl lec’hiennoù dre implijout an hevelep patrom WordPress dre ziouer. e oa diforc’h ebet etre danvez an eil re hag ar re all, nemet e oa bet lakaet un nebeud liammoù dister war-du pajennoù an domani e-unan.

An dalc’h a oa dispartiañ ha neptuiñ kement ha ma c’heller etreober an elfennoù a c’hellfe kaout ul levezon war al lec’hiadurioù :

  • Dilemel an douarlec’hiañ.
  • Neptuiñ al levezon a c’hellfe bezañ a-fet oad pe brud vat un domani.
  • Chom hep sevel diforc’hioù a-fet CMS ha danvez.

Evit an danvez ez eus bet implijet meur a grouer testennoù mell-divell, testennoù 600 ger enno troet e spagnoleg, saozneg ha katalaneg. P’eo bet krouet al lec’hiennoù web-se ez eus bet empennet meur a senario a c’helle degouezhet evit termeniñ penaos e vefe lec’hiet an danvez gant Google diouzh an astenn domani (.cat, .es ha . com).

 

Un taol berzh eo bet an arnod evit ar .cat

Diwar an hevelep danvez eo bet rummet gwelloc’h pajennoù an domanioù e .cat eget pajennoù an domanioù e .es ha .com. Er renk kentañ eo degouezhet ar pajennoù e .cat e 60% eus an enklaskoù.

cat indexation

En hevelep doare eo bet menegeret gwelloc’h (66%) pajennoù an domanioù e .cat (66%) e-skoaz pajennoù an domanioù e .es (55%) hag e .com (57%).

.cat référencement Rummet gwelloc’h eo pajennoù an domanioù e .cat ne vern pe yezh a vefe implijet pe douarlec’hiañ a vefe lakaet e-kerzh an enklask.

Setu an displegadennoù roet gant ar c’huzulva ha gant hor c’henseurted eus ar .cat evit displegañ an disoc’hoù mat-se :

  • En disoc’hoù e weler e klask Google lakaat en a-raok liesseurted an domanioù. Dre m’eo distankoc’h an anvioù e .cat eget re e .com pe .es e c’hell bezañ e vez reizhet an traoù gant an algoritm o treistdiskouez pajennoù an domani-se d’ul live uheloc’h en disoc’hoù.
  • Garedonet eo gant ar rummadur perzhded hollek an takad envel. An anvioù domani e .cat a zo techet kalz nebeutoc’h d’an drougimplijoù ha livañ a reont skeudenn un astenn internet suraetoc’h eget ar re all.
  • Lakaet e vez al lec’hiennoù e .cat da vezañ a-feson dre vras a-fet danvez.

Dedennus eo an disoc’hoù mat-kenañ-mañ evit an astennoù rannvro all o deus divizet kas ur studiadenn da benn evit tachennoù yezh ha rannvro all da geñver emvod bloaz ar GeoTLD Group e Hamburg.

Mammenn : https://domini.cat/en/the-cat-domain-ranks-better-than-com-or-es/