A-zivout
.bzh (berradur eus Breizh) zo un domani kentañ live generek war internet, hag a zo graet evit an ensavadurioù, an embregerezhioù, ar c’hevredigezhioù hag an dud a fell dezho lakaat en a-raok o c’harantez ouzh Breizh.
Gellout a ra ar garantez-se talvezout kement hag ul lec’h diazezañ e Breizh (Penn-ar-Bed, ar Mor-Bihan, Liger-Atlantel, Aodoù-an-Arvor, Il-ha-Gwilen).
Dizanvezel a c’hell bezañ ar garantez-se ivez : gellout a raio tud prevez, embregerezhioù, kevredigezhioù…, n’emaint ket o chom e Breizh, met c’hoant ganto diskouez o c’harantez ouzh Breizh, ouzh he sevenadur dre vras, ouzh he yezhoù, marilhañ ur .bzh.
Gant an astenn .bzh e c’heller reiñ korf d’ar meneg eus Breizh oc’h ober gant lizherennoù diwezhañ ur chomlec’h lec’hienn internet pe postel diwar skouer lec’hienn Rannvro Breizh.
Anadenn vedel an astennoù internet nevez
Perzh eo ar .bzh en ul luskad krouiñ astennoù internet nevez e par ar bed, bet roet lañs dezhañ e 2012 gant an ICANN, reolier-bed Internet. Ouzhpenn 1200 astenn nevez zo bet krouet c’hoazh. Rentañ a ra kont ar gartenn amañ dindan eus dasparzh douaroniel an astennoù nevez-se. Rannañ a reer anezho e 4 rummad bras : generek (59 % eus an teuliadoù), merkoù embregerezhioù (33 %), kumuniezhel (4 %) ha douaroniel (3 %).
Lakaet ez eus bet 66 teuliad evit astennoù douaroniel nevez neuze. E par Frañs, diwar ar 5 teuliad douaroniel lakaet (.alsace, .aquitaine, .bzh, .corsica, .paris), e oa bet gweredekaet 4 astenn abaoe 2014 :
Ouzhpenn 12 500 anv marilhet e .bzh c’hoazh
An 12 500 anv marilhet e .bzh c’hoazh o deus ar biaouerien anezho ur chomlec’h e Breizh (83 %) pe e rannvro Pariz (8 %).
Piaouerien ur .bzh a zo tudelezhioù evit 80 % anezho (embregerezhioù, kevredigezhioù, strollegezhioù) ha tud prevez evit 20 % anezho.
Gant implijoù ar .bzh e vez diskouezet pegen liesseurt eo obererien ar rannvro a fell dezho merkañ aes, dre ul label boutin, o liamm gant Breizh war internet : embregerezhioù (Sabella, Tébéo, TVR, UIMM Formation Industrie …) , collectivités (Ville de Quimper, Fougères Communauté, Golfe du Morbihan – Vannes Agglomération …) , strollegezhioù (Dastum, Produit en Bretagne, Tamm Kreiz, …) kevredigezhioù (Le portail emploi des collectivités territoriales de Bretagne, Centre de gestion 29,…), kluboù sport (Stade Brestois 29, Rugby Club de Vannes, …), obererien an touristerezh (Office de tourisme de Brocéliande, Office du Tourisme de Morlaix,…)… .
Evit kaout muioc’h a ditouroù diwar-benn ar .bzh hag an astennoù internet, sellit ouzh hor pajennoù :