Ur benveg marketing tiriadel eus an dibab eo ar .bzh. Gantañ e c’hall ar strollegezhioù ober traoù a-leizh. Talvoudekaat al lec’h m’emaint eo an hini kentañ, moarvat. Pa implijit ur chomlec’h gant .bzh e lavarit d’an dud e pelec’h emaoc’h, a-raok dezho dont en ho lec’hienn zoken. Implijout ur .bzh evit ul lec’hienn internet a c’hall bezañ ivez un dra talvoudus-kaer evit an dud a labour war dachenn an touristerezh er c’humunioù, rak stag eo al lizherennoù-se ouzh ar faltazi stroll liammet ouzh Breizh. Evit gwir, a-raok choaz ul lec’h resis evit chom, e klask an douristed da gentañ da beseurt rannvro ez aint, hag ur merker talvoudus eo ar .bzh er c’heñver-se.

A-fet an traoù niverel, kevatal eo gant ar pezh a oa bet graet gant departamant Aodoù-an-Hanternoz en doa cheñchet anv e 1990, rak aesoc’h e oa liammañ Aodoù-an-Arvor ouzh skeudenn Breizh, hag ober a rae d’an departamant bezañ dedennusoc’h.

Stagañ e skeudenn ouzh hini Breizh nevezus
Ober gant ar .bzh a zo ivez stagañ e skeudenn ouzh hini Breizh nevezus, harp ouzh ur filierenn niverel kreñv-kenañ (45 000 a implijoù) ha digor d’an amzer da zont. Roet e oa bet lañs d’ar .bzh e-barzh ur programm lañset gant an ICANN er bed a-bezh, hag a ro plas da ouzhpenn 1200 astenn internet, e pep lec’h er bed, gant 66 anezho liammet ouzh tiriadoù (.paris, .london, .alsace, .rhur, .tokyo .quebec…). Evel Elzas (www.region.alsace), Kembre (www.gov.wales), Nordrhein-Westfalen (www.land.nrw ), Rannvro Breizh a ra gant « bretagne.bzh » pelloc’h, ha digeriñ a ra an hent d’un doare niverel ha boutin da gehentiñ a c’hall an holl ober gantañ aes en ur implijout 3 lizherennig e fin o chomlec’hioù web.

Roit talvoudegezh da chemet hor c’hornioù-bro
Gant ar .bzh e c’haller lakaat war wel chemet dibar ar rannvro, an departamantoù, ar c’humunioù… Brudet eo Breizh abalamour d’he chemet e meur a c’hennad obererezh evel an touristerezh, ar boued peotramant an TKK. Evit ar strollegezhioù, an astenn .bzh zo un digarez da bouezañ war perzhioù mat o ziriad.
      
Bezañ daveet gwelloc’h
Bep ma vo lakaet lec’hiennoù gant .bzh war-sav e vint sikouret gant an astenn-se da vezañ daveet gwelloc’h gant ar c’hefluskerioù enklask, evel ma vez kont gant an astennoù liammet ouzh broioù bras (.fr, .de,…). Kement-se a weler dija evit an astenn .berlin, lañset e miz C’hwevrer 2014, hervez ar studiadennoù kentañ a zo bet graet gant ispisilaourien eus Alamagn. Setu ma vo gwelet da gentañ al lec’hiennoù gant .bzh pa vo graet enklaskoù a-zalc’h ouzh Breizh.
 
Enrollit an anvioù a garit
En tu-hont d’an anvioù kumunioù gant .bzh e c’hall ar servijoù publik ober o mad eus an anvioù nevez-se, ha choaz anvioù domanioù berroc’h, splannoc’h, hag ivez anvioù generek a ra dave da veur a obererezh pe da veur a abadenn (da skouer : glad.bzh). Un tiriad niverel eo ar .bzh ha gantañ e c’haller ober traoù ha ne c’haller ket ober ken gant .com pe .fr.