Diskouezet hor boa deoc’h dija Kengo.bzh, ul leurenn arc’hantañ dre lodennoù (pe crowdfunding), evit ar raktresoù breizhat. Setu unan all : GwenneG.
Lañset e oa bet al leurenn-se d’ar 1añ a viz Mezheven 2015. Skoazellet eo gant ar strollad Groupama Liger-Breizh, ha fellout a ra dezhi harpañ un hanter-kant bennak a raktresoù evit he bloavezh kentañ. Petra a ra dezhi bezañ dibar ? Ne vo kinniget nemet raktresoù breizhat, hag a c’hall diorren an ekonomiezh lec’hel ha rannvroel.
Karim Essemiani, prezidant GwenneG, a oa bet piket e skouarn gant ur Vretonez ha gant Breizh pa oa 18 vloaz. Goude bezañ labouret e-pad pell er c’henwerzh etrebroadel e Frañs hag en estrenvro, en doa divizet, tri bloaz zo, distreiñ da Frañs ha mont da chom da Vreizh. E breder nemetañ ? Sevel ur raktres evit ma c’hallo embregerezhioù Breizh, ha dre vras ar mennadoù breizhat, diorren ha krouiñ postoù-labour er vro. Karim Essemiani a zispleg dimp : « Em fost-labour diwezhañ e oan karget da gas embregerezhioù eus Breizh war-raok en estrenvro. Gant se em boa gwelet un dra : poan o devez embregerezhioù Breizh o tiorren rak n’ouzont ket penaos gwerzhañ ar pezh a reont, ne zeuont ket a-benn da fougeal o ferzhioù mat. Setu ma’m boa divizet fardañ ur benveg evit skoazellañ anezho ha diorren obererezh ekonomikel ar Rannvro. ». Krouet e oa Gwenneg.
Ar c’h-crowdfunding, un doare arc’hantañ mat-tre evit raktresoù Breizh
Ma c’hall Breizh bezañ un douar-gounid evit obererezhioù rannvroel arc’hantet dre lodennoù, ez eo abalamour d’hec’h identelezh, a vod an dud hag a vroud anezho da genlabourat. Karim Essamiani, a ra un « nevez vreton » anezhañ e-unan, a zispleg c’hoazh : « Tomm-tomm eo ar Vretoned ouzh o rannvro ha muioc’h douget da sikour raktresoù lec’hel kinniget gant embregerezhioù ha kevredigezhioù eus o rannvro. Kumuniezh ar Vretoned, bras-bras e Frañs hag er bed a-bezh, a vo prest da gemer poan. Hag ar raktresoù kinniget a vo e lec’hioù resis, setu e c’hallo pep hini diskouez pegen tomm eo ouzh e gorn-bro, ma kar. »
Penaos ez a en-dro ?
GwenneG zo evit tri seurt embregerien :
– An embregerezhioù, ar c’hevredigezhioù, an dud prevez a zo o klask arc’hant a vo roet dezho (gant un dra bennak en eskemm pe netra) ;
– An embregerezhioù a glask arc’hant da amprestañ ;
– An embregerzhioù a glask arc’hant e kapitalioù piaouel.
Ret eo kas ar raktresoù da GwenneG dre e lec’hienn gwenneg.bzh. Studiet e vo pep teuliad gant ur bodad a brizo anezhañ. Ma kav dezhañ e c’hall ar raktres derc’hel en e sav, ha ma’z eo hennezh diouzh diorren ekonomikel ar vro, GwenneG a sikouro an hini a gas anezhañ war-raok en ur lakaat ar steuñv arc’hantañ war-sav (klask arc’hant roet, amprestet pe e kapitalioù piaouel, a sikouro anezhañ da zastum an arc’hant a zo ezhomm ha da lañsañ e raktres, dre harpañ anezhañ war dachenn ar c’hehentiñ e-mesk traoù all.
Ul leurenn en amen d’an holl
An dud a fell dezho harpañ ar raktresoù kinniget gant Gwenneg a c’hall en ober gant 5 € da vihanañ. « Gallout a ra pep hini dont da vezañ ur roer adalek 5 €, prestañ d’ur c’hevredad adalek 20 € ha dont da vezañ ur c’hevranneg eus un embregerezh breizhat adalek 100 €. »
Eus ar bed galloudel d’ar bed gwirion
Fellout a ra ivez da Gwenneg ma kejo an dud a gas ar raktresoù en-dro gant ar re a arc’hant anezho, evit krouiñ liammoù kenetrezo. Setu ma vo aozet un « Dro Breizh » er c’hêrioù eus Breizh gant ouzhpenn 10 000 a annezidi, hag ivez e Pariz, gant « Pitchoù-krampouezh » er C’hornôg ha « Pitchoù-galetez-silzig » er Vro C’halloù.
Gwenneg a ginnig dija tri raktres breizhat da harpañ. Emañ an holl ditouroù war www.gwenneg.bzh
(ad)Lennit ar pennad-kaoz gant Serge Appriou, rener Kengo.bzh : amañ