UN DOARE D’EN EM LEC’HIAÑ ER VRO
P’en deus ranket ar rouedad skolioù e brezhoneg adober e lec’hienn internet, dek vloaz ‘zo bremañ,eo bet “anat ha naturel” mont e darempred gant Pik BZH, a gont Anna-Vari Chapalan, bet renerez Diwan (diwan.bzh) d’ar mare-se. Ha setu dilezet ar .org evit un dibab “a glote gant Breizh : kaout ur .bzh a oa un doare d’en em lec’hiañ er vro, ha da skoazell, dre ma ne oa ket kalz tud c’hoazh o doa graet an dibabmañ. Un doare oa ivez da vezañ gwelet en Europa hag er bed a-bezh, peogwir e ouier diouzhtu ez eus kaoz deus Breizh”. Evit ma vefe “splann hag unvan” pep tra eo bet ivez cheñchet ar c’homlec’hioù mail ha lec’hiennoù an holl skolioù. Rak ouzhpenn bezañ anat eo ivez ar .bzh “graet mat-tre war an dachenn teknik”, eme Anna-Vari Chapalain.
«Une manière d’être ancré en Bretagne»
Pour le réseau d’écoles en breton Diwan, le .bzh permet d’être identifié comme breton dans la région et le monde entier.